Mont d’an endalc’had

St. Brieux

Eus Wikipedia

St. Brieux (evel ma vez skrivet e saozneg, pe Saint Brieux evel ma vez skrivet e galleg) a zo ur gêr vihan eus proviñs Saskatchewan, Kanada. E 2006 e oa 492 a dud o chom enni.

Dont a ra an anv eus kêr Sant-Brieg e Breizh.

Krouet e vije bet gant Bretoned. Hervez lec'hienn kêr eo gant an aotrou beleg Paul Le Floc'h eo bet diazezet al lec'h. Un 40 familh bennak eus korn-bro Sant-Brieg a yeas kuit gantañ eus Sant-Maloù d'ar 1añ a viz Ebrel 1904. Er Bulletin de la Société archéologique du Finistère, e 1978, ez eus anv eus Joseph Béléguic, eus Douarnenez, degouezhet eno e 1909, goude ma oa aet da fall ar friturioù etre 1904 ha 1908.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]