Sotchi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwelloù eus Sotchi, E krec'h : C'hoariva goañv Sotchi, Eil a-gleiz : ur monumant eus an arc'hael Mikhael e Kurorthy Prospekt, Eil a-zehoù : Porzh-houarn Sotchi, Trede a-gleiz : Sinema Svobodny Perevlok, Trede a-zehoù : Iliz-veur Arc'hael Mikhael Sotchi, En traoñ : porzh Sotchi.

Sotchi (rusianeg: Со́чи; adigeg: Шъачэ, Cheuatcha), a zo ur gêr eus Rusia war ribl ar Mor Du, e rannvro Krasnodar. Diazezet e voe e 1838 gant ur c'hreñvlec'h rusian. Ur gêr gouronkañ vrudet eo hiziv. Eno e oa bet dalc'het C'hoarioù olimpek goañv 2014 ; en he fark olimpek emañ Priz Bras kirri Rusia ar Formulenn 1 hiziv. Krogadoù Kib vell-droad ar bed 2018 zo bet eno ivez.

343 334 annezad he doa e 2010 hervez an niveradeg dalc'het ar bloaz-se, un niver n'en deus ket paouezet da greskiñ kement ha ken kaer ma oa 368 011 annezad e 2013 hag eo bet braskontet 424 281 anezho e 2018 (+23.6%).

Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gweladenner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pablo Neruda a voe eno e 1962, un dro evit skrivañ div destenn e-pad e chomadenn (e « Memorial de Isla Negra »)

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.