Mont d’an endalc’had

Boris Nemtsov

Eus Wikipedia
Boris Nemtsov e 2003

Boris Efimovitch Nemtsov (e ruseg : Борис Ефимович Немцов) (9 a viz Here 195927 a viz C'hwevrer 2015) a oa ur politikour frankizour rusian.

Red-micher politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo Ministr an energiezh da vare Boris Yeltsin, beskentañ ministr e-karg eus an ekonomiezh e kabinedoù Viktor Tchernomyrdin, unan eus diazezerien Unvaniezh nerzhioù an tu dehou (SPS), ur strollad politikel a-enep ar C'hremlin ha n'eus ket anezhañ ken abaoe fin 2008. Gouarnour rannvro Saratov eo bet. Unan eus pennrenerien al luskad Solidarnost eo, gant Gary Kasparov.

D'al Lun 23 a viz Meurzh 2009 e voe taolet amoniak gant tud dianav war Boris Nemtsov, pa oa-eñ war ar renk evit bezañ maer Sotchi. En ul lizher digor embannet en Novaya Gazeta en deus disklêriet Boris Nemtsov "ne oa ket prest kêr Sotchi da sammañ ar garg ramzel — war dachenn ar sevel tiez, an ekologiezh, an trañsportoù hag an treuztiriadur — a zo ret evit terkañ aveadurioù olimpek".

A-hed ar bloavezhioù 2000 e oa bet Boris Nemtsov o kavout abeg e politikerezh Vladimir Poutin. Lazhet e voe d'ar 27 a viz C'hwevrer 2015 e kreiz kêr Moskov, nepell diouzh ar Blasenn Ruz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]