Sophie von Knorring
Sophie von Knorring | |
---|---|
Obererezh | romantoù |
Ganedigezh | 28 a viz Gwengolo 1797 e Gräfsnäs (Sveden) |
Marv | 13 a viz C'hwevrer 1848 e Skålltorp (Sveden) |
Yezh skrivañ | svedeg |
kemmañ ![]() |
Sophie (Sofia Margareta) Zelow (hervez hec'h anv plac'h yaouank), pe von Knorring, ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1797 e Gräfsnäs ha marvet d'an 13 a viz C'hwevrer 1848 e Skålltorp, a oa ur vaouez eus noblañs Sveden hag ur skrivagnerez romantoù svedek .
Dimezet e oa gant ar baron ha koronal Sebastian von Knorring. Unan eus krouerien ar romantoù gwirvoudel e Sveden e voe. Istorioù karantez eo an darn vrasañ eus he romantoù a c'hoarvez e metoù an noblañs. En he romant kentañ, Cousinerna, ez eus anv eus an enebiezh etre karantez ha dlead.
Asambles gant Carl Jonas Love Almqvist, August Blanche, Fredrika Bremer hag Emilie Flygare-Carlén e voe Sophie von Knorring unan eus skrivagnerien bennañ Sveden er bloavezhioù 1830 ha 1840.
Hec'h oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Cousinerna (Ar gendirvi) (1834)
- Illusionerna (1836)
- Skizzer. Första samlingen (1841)
- Förhoppningar (1843)
- Torparen och hans omgifning (1843)
- Skizzer. Andra samlingen (1845)
- Bref till hemmet, under en sommarresa 1846 (1847)