Sonerien Du
- Ur pennad all zo diwar-benn mojenn ar Sonerien Du.
Sonerien Du a zo ur strollad-sonerien eus Vro Vigoudenn hag a zo kustum da seniñ er festoù-noz abaoe 1971. Savet eo bet gant pemp Breizhad : Yann Kaourintin Ar Gall, Daniel Tanneau, Didier Quiniou, Gilles Rolland ha Raymond Riou, buan ez erruas Yann Goas ha goude Jean-Pierre Le Cam.
An anv Sonerien Du a zo bet dibabet en enor da zaou soner eus ar Vro Vigoudenn hag a vije bet krouget e-lec'h daou laer en XVIIIvet kantved.
Istor ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz a sonerien a dremenas er strollad, evit ur pennadig amzer pe reou zo muioc'h. Da skouer Dan ar Bras, kentañ gitarour en ur strollad fest-noz. Soñjet o deus e 1982 ober ur fest evit o 10 vloaz neuze eo bet lakaet deiziad krouidigezh ar strollad e 1972. Sonerien Du eo ar strollad hag en deus lakaet d'ar c'hiz da lidañ pep pemp deiz-ha-bloaz ar strollad gant ur fest vras. E 1986 eo bet kemeret ganto ar galon-binioù evel arouez, er penn-kentañ e oa bet krouet gant Fañch Le Hénaff evit Bleizi Ruz hag a oa bet nac'het ganto. Enrollet eo bet ganto 18 CD, ha Sonerien Du a zo c'hoazh un diazez e sonerezh hengounel Breizh.
Ar strollad a vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gérard Belbeoch : taboulinoù, ha kanañ
- Dominique Lardic : gitar, kanañ
- Philippe Ferec : akordeoñs, klavieroù, kanañ
- Chim Cadudal : binioù kozh, kanañ
- Julien Tymen : bombard, fleütoù, kanañ
- Claude Ziegler : violoñs, gitar, kanañ
- Christophe Runarvot : gitar-boud, kanañ
-
Gérard Belbeoch
-
Christophe Runarvot
-
Julien Tymen
-
Chim Cadudal
-
Dominique Lardic
-
Claude Ziegler
-
Philippe Ferec
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1972 : Bal Breton
- 1974 : Bal Breton vol. 2
- 1976 : Sonerien Du vol.3
- 1978 : Gwerz Penmarc' h
- 1980 : Feunteun an aod
- 1982 : Ten Years
- 1984 : Roue marc'h
- 1986 : Amzer Glaz
- 1988 : Tradition vibrante
- 1989 : Tredan
- 1992 : Etre Mor ha Douar
- 1994 : Puzzle
- 1996 : Reder Noz
- 1998 : Steïr
- 2000 : Noz-Live (sonadeg)
- 2002 : Le bel âge...
- 2004 : Puzzle 2
- 2006 : Be... new !
- 2008 : Liv an amzer
- 2010 : La Komplèt' (albom doubl, kentañ gwir best of)