Soazig Daniellou

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Soazig Daniellou, hag hi ganet d'an 12 a viz Kerzu 1954 e Sant-Brieg, a zo ur broduerez ha sevenerez teulfilmoù a labour e brezhoneg dindan ar c'hevredad Kalanna Productions. An darn vuiañ eus he filmoù a zo bet savet diwar urzhiadennoù ar skinwel rannvroel publik Frañs 3 Kornôg (ar merk Frañs 3 Breizh enni) a gas ar skignerezh dre an abadennoù brezhonek.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet he deus studioù war ar sokiologiezh. Skrivet he deus pennadoù brezhoneg er gelaouenn Bremañ.
Dimezet eo gant Andrew Lincoln, bet prezidant Diwan.

Filmoù produet pe sevenet ganti[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brezhoneg leizh o fenn = Du breton dans la tête, 1999, 51 munutenn. Teulfilm. Priz 1999 ar festival etrekeltiek ar sinema hag ar skinwel dalc'het e Portree (Bro-Skos)
  • Roparz Hemon, Kalanna Productions, 2000, 52 munutenn. Teulfilm
  • Paganiz : pêcheur de goémon, Kalanna Productions, 2005, 52 munutenn. Teulfilm
  • Prad don = le pré d'Anicet, Kalanna Productions, 2007, 52 munutenn. Teulfilm
  • O seizh posupl, kenbroduet gant Kalanna Productions, Kerzu 2008, 52 munutenn. Teulfilm
  • Los Furlukinos, teulfilm 26 mmunut, 2009
  • Munutenn hanter Charlez ar Gall -La minute et demie de Charlez ar Gall, teulfilm 26 mmunut, 2011
  • Distro Gwenn - Le retour de Gwenn, 26 munut, 2011
  • Lann Vraz, kenbroduet gant Kalanna, France Télévisions, Tébéo, Ty télé ha TVR, 98 munut, 2013
  • Ar gwim, 2015
  • Noz, 2021[1]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://www.francebleu.fr/emissions/breizh-o-pluriel-17h-18h/breizh-izel, 28 a viz eost 2021.