Stad kevreadel
Iskevrennad eus | federal system, political union |
---|---|
Arvez | federalism |
Abeg pennañ | interstate agreement |
Manifestation of | federal system |
Enebet ouzh | unitary state |
- Ar pennad-mañ zo gouestlet d'ar stadoù kevreadel. evit sterioù all, sellet ouzh kevread (disheñvelout).
Ur stad kevreadel pe kevread zo un unaniezh politikel, enni meur a stad kevreet pe a rannvro, emren e tachennoù zo, unvanet gant ur gouarnamant kreiz "kevreadel". En ur c'hevread, stad emren ar Stadoù ezel zo gwarezet gant ar vonreizh ha ne c'hall ket bezañ kemmet diwar ziviz ar gouarnamant kreiz hepken.
Ar stumm gouarnamant pe framm ar vonreizh a gaver er c'hevreadoù zo anvet kevreadouriezh. Gallout a reer sellet outañ evel ar c'hontrol eus ur reizhiad all, hini ar Stad unvezhus. Gouarnamant Alamagn gant c'hwezek Länder kevreet zo ur skouer vat a gevread. Aostria hag he Bundesländeroù a oa ur Stad unvezhus gant rannoù melestradurel zo deuet da vezañ kevreet. Bro-C'hall zo ur Stad unvezhus penn-da-benn, daoust ma tenn hec'h isrannoù melestradurel d'ar stadoù a gaver en ur Stad kevreadel.
Ar c'hevreadoù a c'hall bodañ meur a bobl, pe goleiñ un dachennad ec'hon, daoust ma n'eo ket gwir eus an holl. Alies e vezont diazezet diwar ur c'henemglev etre meur a Stad emren.
Roll kevredadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv an deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kevread | Pennad gouestlet da rannoù ar gevread | ||
---|---|---|---|
Arc'hantina | Proviñsoù Arc'hantina | 23 froviñs | 1 distrig kevreadel |
Aostralia | Stadoù ha tachennadoù Aostralia | 6 stad | 1 distrig kevreadel/tachennad, 1 dachennad vras ha meur a dachennad vihan |
Aostria | Stadoù Aostria | 9 Bundesländer | |
Belgia[1] | Rannoù Belgia | 3 c'humuniezh yezh | 3 rannvro |
Bosnia-ha-Herzegovina | Rannoù politikel Bosnia-ha-Herzegovina | div unvezh | 1 distrig evezhiet gant un nerzh etrebroadel |
Brazil | Stadoù Brazil, distrig kevreadel (Brazil) | 26 stad | 1 distrig kevreadel ha 5561 gumun |
Kanada | Proviñsoù ha tiriadoù Kanada | 10 Proviñs | 3 zachennad |
Komorez | 3 enezenn | ||
Etiopia | rannvroioù Etiopia | 9 rannvro | 2 gêr |
Alamagn | Stadoù Alamagn | 16 Länder pe Bundesländer | |
India | Stadoù ha tachennadoù India | 28 Stad | 7 tachennad eus an Unaniezh |
Irak | Rannbarzhioù Irak | 18 rannbarzh, en o zouez ur rannvro emren | |
Malaysia | Stadoù Malaysia | 13 Stad | 3 zachennad kevreadel |
Mec'hiko | Stadoù Mec'hiko | 31 Stad | 1 distrig kevreadel |
FS Mikronezia | 4 Stad | ||
Nepal | 14 takad | 75 distrig | |
Izelvroioù | Broioù Rouantelezh an Izelvroioù | 3 landen | |
Nigeria | Stadoù Nigeria | 36 Stad | 1 dachennad |
Pakistan | Proviñsoù ha tachennadoù Pakistan | 4 froviñs | 4 zachennad kevreadel |
Rusia[2] | Rannoù Rusia | 48 oblast, 21 republik, 10 okrug emren, 7 kray, 2 gêr gevreadel | |
Saint Kitts ha Nevis | inizi/parrezioù Saint Kitts ha Nevis | Div enezenn /14 parrez | |
Soudan | Stadoù Soudan | 26 Stad | |
Bro-Suis | Kantonioù Bro-Suis | 26 kanton | |
Emirelezhioù Arab Unanet | Emirelezhioù an UAE | 7 Emirelezh | |
Stadoù-Unanet | Rannoù politikel ar Stadoù-Unanet | 50 Stad | 1 distrig kevreadel; 1 dachennad entoueziet, 13 tachennad ha n'int ket entoueziet |
Venezuela | Stadoù Venezuela | 23 Stad, 1 dalc'h kevreadel | 1 distrig kevreadel |
Titloù ofisiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Republikoù kevreadel : Brazil, Alamagn, Nigeria.
- Kevreadoù: Rusia, Saint Kitts and Nevis.
- Republikoù : Arc'hantina, Aostria, India, Irak, Soudan.
- titloù all:
- Republik Bolivariat (Venezuela)
- Kengevread (Bro-Suis)
- Commonwealth (Aostralia)
- Republik demokratour kevreadel (Etiopia)
- Stadoù kevreet (FS Mikronesia)
- Republik kevreadour (Brazil)
- Rouantelezh (Belgia, an Izelvroioù)
- Stad (Nepal)
- Unvaniezh (Komorez)
- Stadoù Unanet Mec'hikat (Mec'hiko)
- Emirelezhioù Arab Unanet (Emirelezhioù Arab Unanet)
- Stadoù-Unanet Amerika (Stadoù-Unanet)
- Titl ebet : Bosnia-ha-Herzegovina, Malaysia, Kanada (Dominion a veze implijet da gentañ, met ne vez ket implijet ken.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lod a sell ouzh Belgia kentoc'h evel ur c'hengevredad abalamour ma'z eo emren e rannvroioù war kalz tachennoù
- ↑ Breutadeg zo diwar Kevread Rusia evit gouzout hag-eñ ez eo ur c'hevread gwirion. Sellet ouzh : Kevredad Rusia.