Sky High Survival
| Titl | 天空侵犯 |
|---|---|
| Labour da-heul | High-Rise Invasion |
| Heuliet gant | Tenkū Shinpan Arive |
| Tachenn | horror anime and manga, survival anime and manga, action fiction, faltazi spont |
| Aozer | Tsuina Miura |
| Ti-embann | Kodansha |
| Bro orin | Japan |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Skeudennaouer | Takahiro Ōba |
| Lec'hienn ofisiel | https://high-rise-invasion.com/ |
| Arvesterien pal | Seinen, Shōnen |
| Sky High Survival | |
|---|---|
| 天空侵犯 Tenkuu Shinpan | |
| Rummad | Seinen manga |
| Doare | Spont, Dreistbevañ Ecchi Gore |
| Manga Sky High Survival | |
| Senario | Tsuina Miura |
| Treser | Takahiro Oba |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 4 a viz Kerzu 2013 |
| Levrennoù | 21 betek-henn |
Sky High Survival (天空侵犯, Tenkuu Shinpan) zo ur manga doare seinen skrivet gant Tsuina Miura ha treset gant Takahiro Oba. Rakembannet eo bet e miz Kerzu 2013 dre an aplikadur hezoug Manga Box perc'hennet gant DeNA. Embannet eo bet e-stumm ur manga paper gant Kōdansha adalek ar 4 a viz Kerzu 2013[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yuri Honjo zo ul liseadez a zihun war toenn ur skraber-oabl. Ar bed tro-dro dezhi a zo ur gêr ramzel savet gant skraberioù-oabl hep den ebet er straedoù en traon dezhi. Taget e vez gant un den gantañ ur maskl doare emoji hag ur vouc'hal. An dud er bed-se o deus daou choaz pe bezañ lazhet pe lammat eus an toennoù evit emlazhañ. Yuri a verz ez eus pontoù etre ar skraberioù-oabl e-pad m'emañ o komz gant he breur ouzh ar pellgomz. Adal neuze emañ o vont da glask dreistvevañ, adkavout he breur ha kompren penaos mont kuit eus ar bed-se.