Mont d’an endalc’had

Skinhead

Eus Wikipedia

Skinhead a reer eus an dud ezel eus ul luskad issevenadurel a ziwanas e-touez yaouankiz renkad ar vicherourien er Rouantelezh-Unanet er bloavezhioù 1960, hag a strewas er bed a-bezh goude-se. Dont a ra an anv eus troc'h blev an dud-se, hag a douze o fenn, pe a droc'he o blev berr-tre. Ar skinheaded kentañ a voe levezonet bras gant sevenadur rude boys Jamaika ha hini mods ar Rouantelezh-Unanet a-fet dilhad, sonerezh ha doare da vevañ.[1] Sed elfennoù diazez an issevenadur-se, da lavaret eo ne oa netra politikel pe netra stag ouzh ar ouennelouriezh.[2] Abaoe m'eo bet krouet al luskad ez eus bet kemmoù memes tra, ha skinheaded 'zo a zo tost ouzh an tu dehou pellañ. Re all a zo tost ouzh an tu kleiz pellañ, hag e reer redskin anezho. Al lod brasañ eus ar skinheaded a chom dibolitikel penn-da-benn. A-fet doare d'en em wiskañ ez eus bet kemmoù ivez, eus ar skinheaded kentañ levezonet gant al luskad mod er bloavezhioù 1960 betek ar re bet levezonet gant an issevenadur punk ha punk hardcore.

Hoxton Tom McCourt, ur skinhead luc'hskeudennet e 1977

E dibenn ar bloavezhioù 1950 e oa tamm-pe-damm stanket ar skeul sokial er Rouantelezh-Unanet, ha yaouankizoù renkad ar vicherourien ne brofitjont ket eus araokadennoù ar gevredigezh a-fet lojañ, labour ha deskadurezh. Daoust da se e profitjont eus ar c'hresk a voe a-fet armerzh, ha pinvidkoc'h e voent. Lod anezho a zispignas o argant evit prenañ dilhad deuet da vezañ brudet er Stadoù-Unanet dre ma oant arouezius eus sevenadur ar sonerezh soul, er Rouantelezh-Unanet e oa kentoc'h arouezioù eus ar sonerezh Rhythm and blues, aktourien vrudet hag ivez an dilhad a veze gwerzhet e stalioù Carnaby Street.[3],[4]

Anvet e voe ar re-se mod, da lavaret eo izili ul luskad stag ouzh ar gevredigezh beveziñ, ha levezonet kalz gant an dilhad diouzh ar c'hiz (brageier strizh, botoù o beg gwarezet gant un tamm dir, ar sonerezh (soul, rocksteady, blue beat ha ska) hag ar skouterioù.[5],[1],[6]

Tro 1965 e voe un troc'h etre ar re anvet peacock mods (pe c'hoazh smooth mods), hag a oa kentoc'h sioul hag a wiske dilhad marc'hadmat, hag ar re anvet hard mods (pe gang mods), hag a veze anavezet abalamour d'o blev troc'het berr-tre ha d'o skeudenn stag ouzh hini renkad ar vicherourien.[7] Anavezet e oant ivez dindan an anvioù lemonheads ha peanuts, hag anvet e voent skinheaded adalek 1968[8] Evit a sell ouzh an troc'h blev soñjer e teue eus abegoù pleustrek : aesoc'h e oa evit kaout ur post-labour, hag aesoc'h ivez pa oa dav dezho en em gannañ. Un doare da vezañ disheñvel diouzh an hippied e oa ivez.[9].

Ouzhpenn levezon al luskad mod e voe levezonet ivez al luskad skinhead gant doareoù ar rude boys eus Jamaika, ha dreist-holl gant o sonerezh : ska, rocksteady, ha reggae (a-raok ma vefe gorrekaet lusk ar sonerezh-se hag a-raok ma vefe troet da vat var ar vroadelouriezh zu hag al luskad rastafari)[10],[11],[1] Ken brudet e teuas al luskad skinhead da vezañ ken e voe implijet ar c'hiz skinhead e-pad ur pennad gant izili ar strollad sonerezh Slade.[12],[13],[14] Brudetoc'h c'hoazh e teuas al luskad da vezañ pa'z embannas Richard Allen ur rummad romantoù diazezet war ar feulster hag ar reizhelez, en o zouez Skinhead ha Skinhead Escapes.[15]. [16]

Er bloavezhioù 1970 ez eas tamm-ha-tamm al luskad skinhead da netra, ha skinheaded zo a gemeras perzh e luskadoù all evel an hini suedehead, an hini smoothies (peurliesañ gant blev betek an divskoaz), hag an hini anvet bootboys (troc'h-blev heñvel ouzh ar mods, ha stag peurliesañ ouzh sevenadur ar gangoù hag ouzh hini an hooliganed).[9] [17] [18]

E 1977 e voe lañset un eil luskad skinhead, da heul krouidigezh al luskad punk. Lod brasañ ar skinheaded-se a felle dezho bezañ disheñvel diouzh al luskad punk, peogwir e kave dezho e oa kenwerzhel al luskad punk. Dibab a rejont neuze bezañ heñvel ouzh al luskad skinhead orin (1969), evel ma reas Gary Hodges ha Hoxton Tom McCourt (hag a gemeras perzh goude-se er strollad 4-Skins) pe c'hoazh Suggs, hag a ganas goude-se e-barzh Madness.

Azalek 1979 e teuas war-wel skinheaded gant blev berr-tre, ha ne oant ket ken dedennet gant al luskad orin. Buan e voent merzet gant ar media dre ma oant alies-tre stag ouzh strolladoù hooliganed. A-fet dilhad e oant heñvel ouzh ar bunked : hiroc'h-hirañ e oa o botoù (betek 14-20 toull evit al lasoù) ha brageier jeans strizh-tre, ha dislivet a-wechoù a veze gwisket ganto. Daoust da se e oa bepred eus skinheaded a chome feal d'al luskad orin. En Europa a-bezh a voe skinheaded, hag e kement bro ma oa anezho o doa o doareoù dezho. Er Stadoù-Unanet da skouer e voe stag al luskad skinhead ouzh hini ar sonerezh punk hardcore.[19]

Ouzhpenn an troc'h-blev e vez anavezet ar skinheaded abalamour d'o doare d'en em wiskañ. Kemmoù a zo bet degaset en doare d'en em wiskañ abaoe m'eo diwanet an issevenadur skinhead er bloavezhioù 1960, ha doareoù' zo d'en em wiskañ a zo bet implijet e lec'hioù' zo nemetken, hag e-pad pennadoù resis. Skinheaded' zo koulskoude, a zo diaes da renkañ er rummad-mañ-rummad, hag en em wiskont diouzh o c'hoant, hep kemer e kont reolennoù resis.

Ar skinheaded hengounel, anvet ivez skinheaded Trojan, a chom stag ouzh al luskad orin a-fet sonerezh, sevenadur, dilhad, ha loc'h o vezañ a-orin eus renkad ar vicherourien. Al luskad skinhead Oi! a voe krouet goude krouidigezh al luskad punk er bloavezhioù 1970. Peurliesañ e veze berroc'h o blev, tatouet e vezent, hag o dlihad (botoù uhel, bragoù jeans strizh) a oa disheñvel ivez diouzh re al luskad orin. Al luskad skinhead hardcore a ziwanas er Stadoù-Unanet e dibenn ar bloavezhioù 1970, ha disheñvel e voe diouzh al luskad orin a-fet dilhad (ne oant ket ken cheuc'h) ha sonerezh. Sed strolladoù sonerezh arouezius eus al luskad : Iron Cross, Agnostic Front, Cro-mags, Sheer Terror, Warzone, Murphy's Law.

Ar skinheaded a vez dedennet gant ar politikerezh a laka ivez lasoù botoù pe brikoloù livioù disheñvel dezho a-benn diskouez o mennozhioù. Seurt elfennoù a zo bet kemmet a-hed istor al luskad skinhead, ha re zo a zibabas da skouer lasoù a ziskoueze gant pe skipailh mell-droad e oant entanet. E-touez ar skinheaded hengounel ez eo stag liv al lasoù ouzh ar c'hiz, ha ket ouzh mennozhioù politikel.

Da heul listennad an doare da vezañ hag an dilhad gwisket an aliesañ gant ar skinheaded[20],[21],[22].

Blev:

  • Paotred: troc'h-blev 2 pe 3 (uhelder troc'hañ an droc'herez-vlev), da lavaret eo berr-tre, met ket moal. Uhelder troc'hañ 2 nemetken azalek dibenn ar bloavezhioù 1970. Hiziv an deiz e weler skinheaded a douz o blev penn-da-benn. An doare-se da droc'hañ ar blev a voe krouet da vare al luskad Oi!.
  • Merc'hed: troc'h-blev heñvel ouzh hini ar mods er bloavezhioù 1960. Blev berr-tre war lodenn uhelañ ar penn hag ur pempilh dirak, a-dreñv ha war ar c'hostezioù er bloavezhioù 1980 (troc'h-blev anvet feathercuts er Rouantelezh-Unanet, ha Chelsea er Stadoù-Unanet). Merc'hed zo o devez un troc'h-blev heñvel ouzh ar bunked.

Rochedoù:

  • Rochedoù dezho milginoù berr pe hir, pe c'hoazh poloioù tennis krouet gant merkoù evel Ben Sherman, Fred Perry, Brutus Jeans pe Jaytex. Rochedoù pe swetashirtoù Lonsdale pe Everlast, stammennoù gouzougenn V dezho, stammennoù Cardigan, t-shirtoù unliv pe moullet warno skeudennoù stag ouzh ar sevenadur skinhead. Lod brasañ skinheaded Oi! ar Stadoù-Unanet a wisk t-shirtoù gwenn nemetken.

Mantilli:

  • Porpantoù strizh; chupennoù MA-1 (merkoù: Alpha, Warrior), peurliesañ du pe gwer; chupennoù denim (glas peurliesañ); chupennoù Harrington; anorakoù ha parakoù. Skinheaded hengounel a c'hall ivez gwiskañ dilhad daou liv, pe dilhad Prince of Wales.
  • Merc'hed: heñvel ouzh dilhad ar baotred hag ivez dilhad cheuc'h : mantilli ¾ ha brozioù a za asambles a-fet liv.

Brageier:

  • Brageier ar vuhez pemdez, brageier jeans (dreist-holl Levi's, Lee, Wrangler), traoñ ar bragoù a vez pleget peurliesañ, brageier arme ivez. Berr e vez ar brageier, a-benn diskouez ar botoù pe al loeroù. Ar brageier a vez glas peurliesañ, ha strinket e vez dourennoù warno a-benn lakaat anezho da vezañ heñvel ouzh brageier arme Oi!.
  • Merc'hed: Memes brageier hag ar baotred, hag ivez loeroù ha brozioù. Merc'hed zo a wisk ivez brozioù berr ha loeroù-rouedig. An doare-se d'en em wiskañ a zeuas da vezañ diouzh ar c'hiz da vare al luskad punk.
Doare skinhead d'en em wiskañ: botoù Dr. Martens ha bragoù jeans Levi's

Botoù:

  • Da gentañ e wiskas ar skinheaded botoù a gavent e stalioù dilhad arme, ha goude-se e wiskjont botoù Dr. Martens. Er bloavezhioù 1960 e wiske ar re suedehead loeroù ruz, orañjez pe gwer. Abaoe n'eus ket pell zo e wisk ar skinheaded botoù Solovair, dreist-holl peogwir ne vez ket mui graet ar re Dr. Martens ha Grinders er Rouantelezh-Unanet. Botoù sport evel re Adidas a vez gwisket ivez gant ar skinheaded.

Togoù:

  • Togoù Trilby; togoù anvet pork pie; kasketennoù plat (Scally caps pe driver caps). Re zo (suedeheaded dreist-holl) a wiskas ivez togoù-meloñs, diwar levezon ar film A Clockwork Orange.

Brikoloù:

  • Brikoloù dezho livioù disheñvel, strizh ha stag ouzh gouriz ar bragoù ha staget peurliesañ e stumm X pe Y. Ar skinheaded Oi! a chom hep stagañ o brikoloù. E lec'hioù zo e vez gwisket brikoloù ledanoc'h gant skinheaded ne daolont ket pled eus ar c'hiz, pe ar re tost ouzh an tu dehou pellañ.

Badjoù ha skerboù:

  • Badjoù ront pe patchoù gwriet ouzh an dilhad, warno skeudennoù arouezius eus al luskad skinhead, pe arouezius eus strolladoù sonerezh. Evit a sell ouzh ar skerboù e vez peurliesañ re skipailhoù mell-droad.

Disglaverioù

  • Suedeheaded zo a veze o pourmen gant disglaverioù dezho ur penn lemm, pe re ul lavnenn kuzhet e diabarzh an dornell. War an dra-se ez eo diazezet an dro-lavar brollie boys.

Tatouadur

  • Abaoe an eil luskad skinhead (bloavezhioù 1970) eo bet gwall vrudet an tatouadur en o zouez. An tatouadurioù a denn peurliesañ d'ar sonerezh, pe d'an issevenadur skinhead.

Al luskad skinhead a-orin a zo stag ouzh ar sonerezh soul, ska, rocksteady ha reggae.[1][23] Dre al liamm etre ar skinheaded ha sonerezh Jamaika e voe krouet ur seurt sonerezh anvet skinhead reggae. Arouezius eus ar sonerezh-se eo ar pezh a savas arzourien evel Desmond Dekker, Derrick Morgan, Laurel Aitken, Symarip ha The Pioneers.[11] E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e selaoue ivez ar suedeheaded sonerezh strolladoù glam rock breizhveuriat evel The Sweet, Slade ha Mott the Hoople.[17],[24] D'ar mare-se e oa diazezet komzoù kanaouennoù reggae zo war emskiant ha dieubidigezh ar re zu, ar pezh lakaas skinheaded wenn zo da bellaat diouzh ar sonerezh-se[25],[26].

E dibenn ar bloavezhioù 1970 e teuas ar sonerezh 2 Tone (anvet ivez Two Tone), da vezañ diouzh ar c'hiz e-touez ar skinheaded. Ur seurt sonerezh mesket ennañ ska, rocksteady, reggae, sonerezh pop ha sonerezh punk eo[27] Diwar anv an ti-embann 2 Tone staliet e Coventry e teu anv ar sonerezh 2 tone one.info/articles/books.html 2 Tone Records - 2 Tone & Related Bibliography]</ref>,[28],[29]. Meur a wech e voe tizhet 20 plas kentañ an hit-parade breizhveuriat gant pladennoù bet embannet gant 2 Tone. Unan anezho a dizhas ar renk kentañ zoken.

Er memes koulz e veze selaouet gant ar skinheaded strolladoù punk evel Sham 69 ha Menace; ha sonerezh punk Oi![30] Ar sonerezh punk Oi! a zo ennañ ur meskaj sonerezh punk, kanaouennoù kanet war an tachennoù mell-droad, pub rock ha glam rock breizhveuriat.[31]. E-touez an arzourien a grouas ar sonerezh Oi! E voe Sham 69, Cock Sparrer, ha Menace. A-hervez e voe ijinet an dro-lavar Oi! gant sonerien Cockney Rejects ha gant ar c'hazetenner Garry Bushell, hag a skrivas war al luskad-se er gazetenn Sounds[32],[33].,[31] E-touez ar strolladoù Oi! brudetañ e dibenn ar bloavezhioù 1970 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e oa Angelic Upstarts, Blitz, The Business, Last Resort, The Burial, Combat 84 ha The 4-Skins.

Er Stadoù-Unanet e krogas al luskad Oi! er bloavezhioù 1980 gant strolladoù evel The Press, Iron Cross, The Bruisers, ANTI-HEROS ha Forced Reality[34],[35],[36]. Liammet e voe ivez skinheaded ar Stadoù-Unanet ouzh al luskad punk hardcore. Warzone, Agnostic Front ha Cro-Mags a zo arouezius eus al liammoù-se. Ar sonerezh Oi! a voe skignet er bed a-bezh, hag hiziv an deiz ez eo c'hoazh gwall vrudet e bed ar skinheaded.

Daoust ma selaoue kalz ar skinheaded white power sonerezh Oi! e kroujont ivez ur seurt sonerezh all, anvet Rock Against Communism (Rock A-enep d'ar Gomunouriezh)[37] Skrewdriver eo ar strollad RAC aroueziusañ. Er penn-kentañ e voe savet evel forzh pe strollad punk dibolitikel, met kemmañ a reas an traoù pa voe divodet ar strollad ha savet en-dro.[38],[39],[40]. Ar sonerezh RAC a zo ennañ ur meskaj sonerezh Oi!, punk ha heavy metal.

Stank eo ivez ar strolladoù sonerezh a reer National Socialist Black Metal anezho. Peurliesañ e kaver skinheaded white power enno, hag al lod brasañ anezho a zo a orin poloniat pe alaman, ha lod zo liammet ouzh ar strollad poloniat anvet Graveland. Blasphemy eo ar strollad skinhead black metal nemetañ ha n'eo ket gouennelour.

Deus un tu all: liammet gant an emsav Redskin e kaver strolladoù evel: The Redskins, Angelic Upstarts, Blaggers I.T.A., Skin Deep, Kortatu, Skalariak, Banda Bassotti, The Burial, Negu Gorriak, Núcleo Terco, Brigada Flores Magon, Inadaptats, Opció k-95, Los Fastidios ha The Press.

Gouennelouriezh, enep-gouennelouriezh ha politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur skinhead neveznazi

E dibenn ar bloavezhioù 1960 e krogas skinheaded zo (re zu en o zouez) d'en em gannañ a-enep da zivroidi eus Pakistan hag eus broioù all (Paki bashing a reer eus an dra-se e saozneg).[41],[42],[9] Daoust ma ne oa ket ar skinheaded-se izili aozadurioù an tu dehou pellañ,e tostaas ul lodenn anezho ouzh strolladoù poilitikel evel National Front er bloavezhioù 1970. Azalek penn-kentañ al luskad skinhead a voe ivez re zo a embannas splann e oant tost ouzh an tu kleiz pellañ, dreist-holl e Bro-Skos hag e norzh Bro-Saoz.[41],[43]

A-hed ar bloavezhioù 1970 ez eas ar feulster gouennelour war gresk er Rouantelezh-Unanet, ha war gresk ez eas ivez an niver a skinheaded a voe izili strolladoù politikel evel National Front ha British Movement. Daoust ma stourme skinheaded zo evit ma ne vefe liamm ebet etre ar politikerezh hag o luskad, re zo a orin eus renkad ar vicherourien a rebeachas ouzh an divroidi (eus Afrika hag eus Azia) bezañ pennkaoz d'an diaesterioù armerzhel ha kevredigezhel, ha neuze e savjont a-du gant strolladoù politikel an tu dehou pellañ. Lod brasañ strolladoù neveznazi dibenn ar bloavezhioù 1970 a oa enno kalz skinheaded, ha setu perak e voe liammet al luskad skinhead ouzh an tu dehou pellañ e penn ar gazetennerien hag e hini an dud dre vras. E-touez ar strolladoù sonerezh arouezius eus skinheaded an tu dehou pellañ emañ Hammerskins ha Blood and Honour. Er media e voe kinniget kement darvoud feulst a c'hoarvezas evel un darvoud kaset gant skinheaded, daoust ma ne oa ket gwir bepred[44].

Logo Skinheads Against Racial Prejudice (SHARP)

Ur bern skinheaded, suedehaded ha suporterien skipailhoù mell-droad a nac'has bezañ lakaet en ur c'hombod bennak (pe e vefe an tu dehou pellañ pe an tu kleiz pellañ) e dibenn ar bloavezhioù 1970 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980. War an dachenn-se e voe arouezius strolladoù sonerezh Oi!, evel Cockney Rejects, The 4-Skins ha The Business. E-touez ar strolladoù skinheaded brudetañ a embannas e felle dezho distreiñ da ziazezoù ha da hengoun (Spirit of 69 a vez lavaret e saozneg) al luskad skinhead e voe Glasgow Spy Kids e Bro-Skos hag ivez embannerien ar fanzin saoz anvet Hard As Nails.[41]

Logo Red and Anarchist Skinheads (RASH)

Skinheaded all a zivizas stourm a-enep d'al luskad nazigarour hag e kroujont aozadurioù enep-gouennelour evel The Minneapolis Baldies (1986); Skinheads Against Racial Prejudice (SHARP, krouet e New York e 1987 ha diorrenet e meur a vro all goude-se) hag Anti-Racist Action (ARA), hag a voe krouet e dibenn ar bloavezhioù 1980 gant krouerien Minneapolis Baldies ha tud all.[45],[41],[46] Alies e vez implijet an tikedenn SHARP da daolenniñ an holl skinheaded enep-gouennelour, daoust ma n'int ket holl izili aozadurioù SHARP.

Bez ez eus ivez skinheaded a reer redskins ha skinheaded anarkourien anezho. Eus an tu kleiz pellañ int, hag engouestlet e vezont war an dachenn bolitikel. E-touez o mennozhioù pennañ emañ an enep-faskouriezh hag ar stourm a-du gant renkad ar vicherourien[47] Red and Anarchist Skinheads eo an aozadur brudetañ.[48].

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Subcultures, pop music and politics: skinheads and "Nazi rock" in England and Germany | Journal of Social History | Find Articles at BNET.com
  2. YouTube - Roots of The Skinhead
  3. Rawlings, Terry. Mod: A Very British Phenomenon. ISBN 0-7119-6813-6. 
  4. https://web.archive.org/web/20101126093133/http://www.modculture.co.uk/culture/archive.php?category=modscenepast Pennad war Modculture.com
  5. Barnes, Richard. Mods!. ISBN 0-85965-173-8. 
  6. Edwards, Dave. Trojan Mod Reggae Box Set liner notes. TJETD020. 
  7. Old Skool Jim. Trojan Skinhead Reggae Box Set liner notes. London : Trojan Records. TJETD169. 
  8. Marshall, George (1991). Spirit of '69 - A Skinhead Bible. Dunoon, Scotland : S.T. Publishing. ISBN 1-898927-10-3). 
  9. 9,0 9,1 ha9,2 The Skinheads - TIME
  10. Smiling Smash: Atersadenn Cathal Smyth, a.k.a Chas Smash, hag eñ ezel eus Madness
  11. 11,0 ha11,1 Special Articles
  12. Straight From His Own Gob - Noddy Holder interview
  13. Ambrose Slade: The Wolverhampton group that became Slade
  14. BBC - h2g2 - Slade - the band
  15. http://www.skinhead.no/content/articles/richardallen.asp
  16. British Hell's Angel and Skinhead novels of the 1970s
  17. 17,0 ha17,1 de Konigh, Michael (2004). Suedehead Reggae Box Set liner notes. London : Trojan Records. TJETD003. 
  18. Film Noir Buff: Suedeheads
  19. Pennad Rage with the Machine Article war Stuffmagazine.com
  20. Knight, Nick (1997). Skinhead. London : Omnibus Press. ISBN 0-7119-0052-3. 
  21. Marshall, George (1991). Spirit of '69 - A Skinhead Bible. Dunoon, Scotland : S.T. Publishing. ISBN 1-898927-10-3). 
  22. RudeBoy/Skinhead Style - Ruder Than the Web!
  23. Smiling Smash: An Interview with Cathal Smyth, a.k.a Chas Smash, of Madness - Ska/Reggae - 08/16/99
  24. RICHARD H KIRK Interview
  25. Brown, 2004
  26. Hebdige, 1979, pg 58
  27. The 2-Tone discography
  28. Moskowitz, David V. (2006). Caribbean Popular Music. Westport, Connecticut: Greenwood Press, 270. ISBN 0-313-33158-8
  29. The Specials.com - Hompepage of British ska legends The Specials. History, lyrics, MP3, 2 Tone, two tone, ska, Jerry Dammers, Terry Hall, Neville Staple, Roddy Byers, Lynval Golding, Horace Panter, John Brad Bradbury
  30. Dalton, Stephen, "Revolution Rock", Vox, June 1993
  31. 31,0 ha31,1 Oi! – The Truth by Garry Bushell
  32. Turner, Jeff; Garry Bushell (2005). Cockney Reject. London: John Blake Publishing Ltd. ISBN 1 84454 0545
  33. Cockney Rejects
  34. The Press a tribute page
  35. Dementlieu Punk Archive: Washington, DC: Iron Cross interview from If This Goes On 2
  36. Oi! American Oi! : Anti-Heros
  37. WNP - Memoirs of a Street Soldier Part 8
  38. Skrewdriver- A Fan's View
  39. Skrewdriver- Press Cuttings
  40. Diamond in the Dust - The Ian Stuart Biography
  41. 41,0 41,1 41,2 ha41,3 Marshall, George. Skinhead Nation. ST Publishing, 1996. ISBN 1898927456, ISBN 978-1898927457.
  42. Monty Montgomery of the Pyramids/Symarip interview
  43. REDSKINS - The Interview, 1986
  44. Osgerby, 1998, 65
  45. BBC - Wales - The Oppressed
  46. Skinheads at Forty - City Pages (Minneapolis/St. Paul)
  47. REVOLUTION TIMES HOMEPAGE - Revolution Times-Interview aus Autonom # 17
  48. US RASH News Website

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Davis, John. Youth and the Condition of Britain: Images of Adolescent Conflict. Athlone Press, NJ. 1990
  • Hebdige, Dick. Subculture: The Meaning of Style. London: Fletcher & Son ltd, 1979.
  • Osgerby, Bill. Youth in Britain since 1945. Blackwell Publishers: Malden, Massachusetts, 1998.
  • Osgerby, Bill. Youth Media London: Routledge, 2004.
  • Pearson,Geoff. “’Paki-Bashing’ in a North East Lancashire Cotton Town: A case study and its history” Working Class Youth Culture. Routledge & Kegan Paul: London.1976. 50.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.