Lonsdale

Eus Wikipedia

Lonsdale a zo ur merk dilhad krouet e Londrez e 1960. Er penn-kentañ e oa ur merk dilhad boks nemetken, hiziv an deiz ez eo ivez ur merk dilhad sport ha dilhad diouzh ar c’hiz. Abaoe 2007 ez eo ul lodenn eus an embregerezh Sports Direct.

Anv ar merk a zeu eus hini Hugh Lowther, 5vet Kont Lonsdale, un den a aozas krogadoù boks e 1909 hag a oa ivez prezidant National Sporting Club of Britain. Kement boksour a zeue ada vezañ kampion hag a zifenne e ditl teir gwech a reseve ar gouriz Lonsdale. E 1960 e teuas ar boksour Bernard Hart da welout ar c’hont hag e c’houlennas outañ gwir da implijout e anv a-benn krouiñ ur merk dilhad boks. E-touez ar voksourien vrudet o deus gwisket dilhad Lonsdale emañ Muhammad Ali, Mike Tyson, Henry Cooper ha Lennox Lewis. Er bloavezhioù 1980 ha 1990 e voe gwisket kalz dilhad Lonsdale gant tud yaounak a veze graet skinhead ha mod anezho. Evel da skouer Paul Weller, kaner ar strollad breizhveuriat The Jam. Gant Lonsdale eo bet arc’hantaouet ar skipailh mell-droad Blackburn Rovers Football Club e-kerzh kampionad saoz 2005-06. Abaoe 2007 ez eus ur rann eus an embregerezh a brodu dilhad mell-droad evit meur a skipailh : Brentford, Swindon Town ha Millwall. E 2008 eo deuet Lonsdale da vezañ pourvezer dilhad ofisiel Sydney Roosters, ur c’hleub mell-dorn eus Aostralia.

En Izelvroioù, e Beljia hag en Alamagn e vez implijet an dro-lavar yaouankiz Lonsdale da daolenniñ tud yaouank tost ouzh an tu dehou pellañ, hag ouzh al luskad underground anvet gabber[1],[2] Savet ez eus bet ul lec'hienn anvet Lonsdalenews en Izelvroioù a-benn enrollañ kement tagadenn ouennelour a c'hoarvez eno.[3]. Sañset e plijfe d’ar re-se gwiskañ dilhad Lonsdale peogwir e c’heller gwelout warno al lizherennoù NSDA, da lavaret eo tost NSDAP, anv ar strollad nazi bet krouet gant Hitler.

Setu perak e tivizas pennoù Lonsdale arc’hantaouiñ frapadoù ha darvoudoù enep-gouennelour, hag e tivizjont ivez paouez da skignañ o dilhad e stalioù brudet evit o mennozhioù tost ouzh re an tu dehou pellañ. E 2003 e voe aozet ar frapad bruderezh anvet "Lonsdale Loves All Colours", lod brasañ an dud implijet evit hen ober ne oant ket gwenn, ar pezh a lakaas re an tu dehou pellañ da bellaat diouzh ar merk.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]