Skej

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar skej[1], pe ar virgulenn (eus al latin virgulă[2]), a zo un arouezenn boentaouiñ — , — hag a dalv da verkañ un ehanig dre gomz ha da rannañ elfennoù 'zo dre skrid.

Lizherennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • a-raok ar skej : esaouenn ebet,
  • war-lerc'h ar skej : un esaouenn,
  • frazenn skouer :
    "Deut on er bed,[esaouenn]tudoù,[esaouenn]an dri warn-ugent a viz Ebrel er bloavezh 1885,[esaouenn]en ti melen bourc'h Priel,[esaouenn]damdost da Landreger." (Va Zammig Buhez gant Jarl Priel, Al Liamm, 1975 p. 7).

Talvezout a ra da skrivañ an niveroù degel[3] ivez hag ar wech-mañ ne vo esaouenn ebet.

  • frazenn skouer :
    "“[...]. E Skol-veur Roazhon e 2010, e oa ur c'helenner evit 26,1 studier. [...].”" (Petore dazont evit ar brezhoneg er skolioù-meur ? gant Milio Latimier, Bremañ, Mezheven 2012 p. 8).

El lennegezh vrezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Jarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn, Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg, skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll, pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all, skej, ha setu amañ e anv, daoubik :
Lindblad Erik, skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras. Pik. [...].

Arouezennoù poentaouiñ all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Skejig gant Frañsez Kervella en e Yezhadur bras ar brezhoneg, pajenn 58.
  2. Bazhig, gwialennig e brezhoneg.
  3. Ober a ra ar saozneg gant ur pik avat.