Gourskej

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar gourskej, pe ar pik-skej, ar pik-virgulenn, a zo un arouezenn boentaouiñ — ; — hag a dalv da verkañ un ehan (hiroc'hig eget an hini degaset gant ar skej) dre gomz ha da rannañ elfennoù 'zo dre skrid.

Lizherennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"II. AR POENTADUR

89. N'eus netra o tisheñvelout ar brezhoneg diouzh
yezhoù all kornog Europa, ha dreist-holl diouzh ar galleg,
e-keñver ar poentaouiñ. An hevelep arouezioù a vez graet
ganto en hevelep degouezhioù. A-se, ne vo kavet amañ da
heul nemet un notennig bennak dre vras." Tennet eus Yezhadur bras ar brezhoneg gant Frañsez Kervella, [[Skridoù Breizh], 1947, pajenn 58.

  • e galleg
    • a-raok ar gourskej : un esaouenn voan[1]
      • e galleg Kebek: esaouenn ebet, pe esaouenn voan (peuzdizimplij)[2].
      • e galleg Suis : esaouenn ebet er fedoù[3].
    • war-lerc'h ar gourskej : un esaouenn varzekaat[4]
  • er yezhoù all eus kornaoueg Europa (saozneg[5], spagnoleg[6], alamaneg[7], nederlandeg[8], italianeg…) :
    • a-raok ar gourskej: esaouenn ebet.
    • war-lerc'h ar gourskej : un esaouenn.

Frazenn skouer lizherennaouet hervez doare galleg Bro-C'hall:
"War e vurev eman dispaket-holl ar Pravda, etre div voutailhig Guinness goullo[esaouenn];[esaouenn]daou gantolor o veilhañ ur c'horf marv." (Brestiz o Vreskenn gant Yann Gerven, Al Liamm, 1986 p. 8).

El lennegezh vrezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Jarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn, Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg, skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll, pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all, skej, ha setu amañ e anv, daoubik :
Lindblad Erik, skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras. Pik. [...].

Arouezennoù poentaouiñ all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
  2. Office québécois de la langue française
  3. Gant an Association suisse des typographes eo erbedet ober gant un esaouenn voan, met ral-ral eo an implij-se [1]
  4. Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
  5. Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.20.
  6. [2]
  7. [3]
  8. [4]