Mont d’an endalc’had

Ska punk

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ska-punk)
Operation Ivy e 1988

Ar sonerezh ska punk zo sonerezh punk[1] kejet gant ska[2]

Peurvuiañ e vez mesket dre seniñ an diskan en doare punk hag ar peurrest en doare ska, pe ar c'hontrol. Strolladoù ska punk a son kanaouennoù a zo penn-da-benn gant al lusk ska, pe c'hoazh penn-da-benn gant al lusk punk.

Mesket e voe evit ar wech kentañ ar ska hag ar punk e-pad al luskad Two-Tone e dibenn ar bloavezhioù 1970 gant strolladoù evel The Specials, The Selecter ha The Beat.
E penn kentañ ar bloavezhioù 1980 e krogas ar sonerezh-se da vezañ anavezet en Europa, dre ar strollad Madness, met er bloavezhioù 1990 hepken e krogas da vezañ brudet er Stadoù-Unanet dre Fishbone (krouet e 1979) ha, dreist-holl, Operation Ivy (1987).

  1. Punk : ur ger saoznek eo, a dalveze kement ha "gast" eus ar XVIvet betek an XVIIIvet kantved kent treiñ da "lampon", "forbann yaouank".
  2. Ska : ur ger jamaikan eo, un dambrezenn etre sonerien er bloavezhioù 1960 war a greder.