Fiskal Bazar
Neuz
Fiskal bazar a oa ur strollad bet savet e 2004 e Bro-Wened. Sonet e vez gete sonerezh a vro-Jamaik dreistholl (ska, reggae), get tammoù rock hag a gane e brezhoneg mod Bro-Wened. Pevar sonour a oa er strollad betek an dibenn: un taboulinour, ur sonourez akordeoñs diatonek (a gas ur son ispisial d'an tonioù ha testennoù engouestlet ha humenist), ur c'hanour/gitarour hag ur sonour gitar-boud. Tri arall a oa bet er mareoù zo ; un eil gitarour, ur sonour saxofon, ur sonourez trompet ha tuba.
Get ar soñjoù anarkour e oa levezonet ar strollad. Embannet o doa ur CD 5 sonenn, anvet "Ha Goude-se..." e miz c'hwevrer 2006.
Sonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hervé Bossard : gitar boud
- Laors Laloy : gitar & kan
- Hannes Müller : taboulinoù
- Maj-Britt Vogl : akordeoñs diatonek (Boest an diaoul)
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2006 : Ha Goude-se... (5 titloù)
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2006 : Breizh Disorder 6 (Coop Breizh) - titl : Ha Goude Se
- 2008 : Rock e Breizh (Coop Breizh) - titl : Shulekha
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- MySpace ; Gallout a reer selaou o sonerezh àr o fajenn