Mont d’an endalc’had

Sinagogenn Naoned

Eus Wikipedia
Sinagogenn Naoned
sinagogenn
Deiziad krouiñ1870 Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadNaoned Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°12′55″N 1°33′57″W Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.synagoguedenantes.sitew.fr/#Accueil.A Kemmañ
Map
Sinagogenn Naoned

Sinagogenn Naoned zo ur sinagogenn lec'hiet e kreiz kêr Naoned, e straed-dall Kopernik. Savet e oa bet e 1870.

Er Grennamzer e oa Naoned ar gêr eus Breizh ma oa ar muiañ a Yuzevien.

Krouet e oa bet koñsistor yuzev Naoned e 1834. Da neuze en em vode ar Yuzevien, evit o lidoù, en un ti hag a oa straed Montesquieu. Goude 1852 e veze graet al lidoù en un templ a oa straed Rosière d'Artois. Re vihan e oa hag e 1866 e oa bet ar Yuzevien o c'houlenn digant an ti-kêr arc'hant hag ul lec'h evit sevel ur sinagogenn. A-benn ar fin e voe aotreet sevel an ti e 1868. Gant an ti-kêr e voe roet 6 000 lur evit se. Prenet e voe un dachenn e 14 000 lur, gant arc'hant dastumet e-touez ar gumuniezh Yuzevien[1].

Digoret e voe ar sinagogenn ent-ofisiel d'an 21 a viz Mezheven 1870. Da neuze e oa 200 den e kumuniezh yuzev Naoned[1].

  1. 1,0 ha1,1 Claude Kahn et Jean Landais, Nantes et les Nantais sous le Second Empire, Ouest éditions & Université inter-âges de Nantes,‎ 1992, pp. 90-92, (ISBN 2-908261-92-8).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.