Simona Kossak
Simona Gabriela Kossak (Kraków, 30 Mae 1943 – Białystok, 15 Meurzh 2007) a oa ur vevoniourez hag ul loenoniourez, ur gelennerez war skiantoù ar c'hoadeier hag ur skrivagnerez polonat.
Anavezet eo dreist-holl evit he labour gwareziñ an takadoù ekologel manet naturel. Labouret he deus diwar-benn emzalc'h ar bronneged hag ur zoopsikologourez emanvet e oa, un diskiblezh nevez ijinet ganti. E-pad ouzhpenn 30 vloaz e vevas asambles gant loened en ul lojeiz e gwasked koad Dziedzinka e-kalonenn koadeg Białowieża.
Familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-ser ur familh arzourien e kreskas Simona Gabriela. Livourien e oa an tad Jerzy Kossak, he c'hoar Gloria Kossak, an tad-kozh Wojciech Kossak hag an tad-kuñv Juliusz Kossak. Skrivagnerezed e oa he moerebed Magdalena Samozwaniec ha Maria Pawlikowska-Jasnorzewska. Tremen a reas he bugaleaj e maner Kossakówka, annez istorel ar familh Kossak abaoe ar bloaz 1869, e Kraków. E-kichen Wawel emañ lec'hiet ar villa vras gronnet gant ul liorzh divent ma voe tommet he ene gant an natur espar.
Studioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studioù war ar vevoniezh a reas e skol-veur Jagellon e Kraków adalek 1965 betek 1970, ma dapas an titl a zoktorez war an dodenn : « buhez ar yourc'hed e metoù ar c'hoadeier gwez sapr kemmesk e-touez koadeier kentael e Bialowieza. »
E 1997 e voe deroet dezhi an titl akademikel a gelennerez war skiant ar c'hoadeier.
Ganti e oa bet ijinet un ardivink UOZ-1[1] a servij da gelaouiñ gant sonioù evit dizarbenn al loened pa dremen un tren. Ur vedalenn aour a enor he deus resevet e 2000 evit he youl-vat.
E-pad 30 vloaz eo bet o vevañ e kalonenn koad Białowieża, ma kasas he enklaskoù skiantel da benn, hep tredan na dour diouzh ar c'hog, en digenvez estreget gant loened ar c'horn-bro, ha bizoned zoken. Asambles gant ar poltredour loened Lech Wilczek e vevas eno, ma savjont lod spesadoù loened. Gant ur marc'h-tan en em zilec'hient pe gant un traktor pe gant ur re skioù da bourmen.
A-enep an teknik implijet gant ar vevonourien evit pakout loened gant pechoù e stourmas, rak lazhañ pe c'hloazañ a raent re a loened en aner. Dastumet e veze an trapoù ganti, ha prosezioù a veze da heul, gant un arguzenniñ war an dodenn-mañ, ha meneg a voe graet eus un 12 liñs Eurazia diwezhañ a chome bev c'hoazh ; en arvar da vont da get e oant.
Mezegañ, kempenn, briata, moumounañ, pareañ hag arsellout al loened a rae en he c'hozh ti dirapar ma krouas ur seurt klañvdi loened evito. Setu anezhi ur bareourez loened, ul loenbareourez.
En abadennoù skingomz polonat e kemeras perzh adalek 2001 betek 2007 gant hogos daou vil abadenn diwar-benn an natur, hag e-se skignañ, boutinaat anaoudegezhioù diwar-benn ar plant hag an natur d'ar selaouerien.
Asambles gant ul liñsez, bet anvet "Agatka" ganto, e vevas Simona Kossak ha Lech Wilczek e-korf 17 vloaz. Tost-tost e oa an darempred sokial staget gant al loen ken e kouske al loen betek en he gwele. Daou elan (Alces alces) anvet "Pepsi" ha "Cola" a veve ganto ivez, hag ur vran laer anvet "Korasek", ur razhez bet anvet "Kanalia", daou razh all anvet "Alfa" hag" Omega". Ur yourc'hez, ur c'hwibon du, ur broc'h, un heureuchin, ur gaouenn, baoted, pauned, deñved, torkadoù kilhegi-raden, un toullad logod-dall a yae da gargañ an tiegezh oristal-se.
Gant Lech e voe poltredet an holl brantadoù buhez gant eskemmoù puilh etre Simona Kossak hag he loened. Un teulfilm diwar-benn Simona Kossak a voe sevenet e 2024[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (pl) Urządzenie Ochrony Zwierząt, "Ardivink da wareziñ al loened".
- ↑ Internet Movie Database.