Traktor

Eus Wikipedia

Un traktor (adstummoù: traktour ha trakteur) a zo ur c'harbed-dre-dan implijet er gounezerezh pe e labourioù all war ar maez (labour er c'hoadeier...). Sachañ a reont a bep seurt ostilhoù a c'haller stagañ outo (erer, beolioù...) pe c'hoazh kirri (adkirri). Ur perzh bras o deus kemeret an traktorien e mekanikaat al labourioù war ar maez, ha kemeret o deus plas al loened-tenn evel ar c'hezeg.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.