Mont d’an endalc’had

Arouez kimiek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Simbol kimiek)

Berradurioù eus anvioù an elfennoù kimiek eo an arouezioù kimiek. An holl elfennoù naturel o deus pep a arouez, anezhañ ul lizherenn pe ziv. Bras eo al lizherenn gentañ ha bihan ar re all, da skouer : "H" evit an elfenn hidrogen, "O" evit an oksigen, "Ti" evit an titaniom.

Renket eo an arouezioù kimiek en daolenn beriodek ha graet e vez ganto er c'hevatalennoù kimiek, da skouer : .

Dre ma vez deveret alies an arouezioù kimiek diouzh anvioù latin pe c'hresianek e c'hell arouezioù an elfennoù bezañ disheñvel-mat diouzh an anvioù brezhonek boas, da skouer : "Fe" evit houarn (latin ferum) hag "Hg" evit bevargant (gresianeg hydrargyrum).

Lod elfennoù zo aroueziet dre deir lizherenn : n'int ket bet dizoloet pe fardet gant mab-den c'hoazh ; anvet hag aroueziet dre ziv lizherenn e vint pa vo anezho da vat. Da skouer : e 2009 e voe dizoloet an elfenn "Uuq" (ununkwadiom), a voe anvet fleroviom hag arouziet dre "Fl" adal neuze.

E Sina e vez roet un arouezlun evel arouez da bep elfenn gimiek (gwelet). Ar pep brasañ anezho zo bet krouet a-ratozh, evel 鈦 tài evit an titaniom — distagadur saoznek an arouez "Ti" eo tài[1].

Evit gwelet roll klok an elfennoù kimiek hag o arouezioù, sellit ouzh :

  1. Trugarez da Siubhán McGunn evit ar sinaeg.