Mont d’an endalc’had

Jelvestr

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Silvestr)

Un anv-badez brezhonek eo Jelvestr, anavezetoc'h avat evel troidigezh an anv-badez gallek Sylvestre eget evel anv-badez roet da baotredigoù Breizh.

Dont a ra eus al latin silva, a dalv kement ha koadeg, gwezeg.

Sent ha pibien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anaout a reer, en anv-se:

Kustum e oa ar familhoù da reiñ an anv-se d'ur paotrig ganet da zeiz diwezhañ ar bloaz, deiz Sant Jelvestr. Ur skouer a gement-se a gaver gant ar skrivagner brezhoneg Jelvestr Seveno.


Ur ganaouenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo ar ganaouenn Silvestrig, anvet diwar ar stumm gallek brezhonekaet.

Er yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E saozneg e kaver an anv Sylvester (pe Silvester) evel anv-badez kenkoulz evel anv-tiegezh pe anv-lec'h.
  • E galleg ivez e kaver an anv Sylvestre evel anv-badez kenkoulz evel anv-tiegezh (Silvestre peurvuiañ) pe anv-lec'h.

Stummoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg e anavezer an anvioù

En italianeg e anavezer an anvioù Silvestro roet d'ar baotred, ha Silvestra roet d'ar merc'hed.