Siboney (kan)
Neuz
Siboney
| Titl | Siboney |
|---|---|
| Seurt oberenn | kanaouenn |
| Dezerc’her | Rita Montaner y Facenda |
| Deiziad embann | 1927 |
| Yezh an oberenn pe an anv | spagnoleg |
| Sonaozer | Ernesto Lecuona |
| Testenn gant | Ernesto Lecuona |
| Produer | talvoud ebet |
| Dezverket dre | show tune |
Siboney zo ur ganaouenn spagnolek savet gant ar sonaozour kuban Ernesto Lecuona e 1929. Skrivet e vije bet ar c'homzoù pa oa Lecuona pell diouzh Kuba, taget gant kleñved ar gêr, ha Siboney n'eo nemet Kuba.
Ar son
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ deroù ar pozioù :
|
Siboney yo te quiero yo me muero por tu amor |
Siboney, da garout a ran, mervel a ran evit da garantez |
Brud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1931 e reas berzh pa voe kanet gant Alfredo Brito. Kanet eo bet abaoe gant Caterina Valente, Xiomara Alfaro, Dizzy Gillespie, Nana Mouskouri ha Percy Faith.
- Klevet e vez Siboney gant Nino Rota er film Amarcord[1] filmaozet gant Federico Fellini.
- Kanet eo bet gant Connie Francis er film 2046[2].
- Sonet eo gant Eliades Ochoa en e bladenn Estoy Como Nunca e 2002.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Space Age Pop Music. "The Lecuona Song". Accessed 06-May-2011
- ↑ (en) Lec'hienn Internet Movie Database (IMDb)