Xiomara Alfaro
Xiomara Alfaro (ganet e 1930 en La Habana) zo ur ganerez soprano kuban aet da chom da SUA. Brudet bras e oa er bloavezhioù 1950 evel kanerez bolero. Lesanvet e oa El Ruiseñor de la Canción (Eostig ar c'han) pe La Alondra de la Canción (Alc'hweder ar c'han). Aet e oa da chom da Atlanta, SUA, ha Miami adal 2008.
Kregiñ a reas da ganañ war ul leurenn en 1951 er Martí, en La Habana, en arvest "Batamú", savet gant Obdulio Morales. Kanañ a rae e kabaredoù, El Tropicana, El Montmartre, ar Sans Souci ma kane en arvest "Bondelle", ma 'z eas da ganañ da Las Vegas. Pa zistroas e voe pedet gant ar gorollerez stadunanat Katherine Dunham da ganañ gant he barrez, ma'z eas da veajiñ da Europa. En Italia, e 1954, e labourjont er film "Mambo", renet gant Robert Rossen, ha c'hoariet gant Silvana Mangano ha Vittorio Gassman. Goude Europa ez ejont da Suamerika, da Montevideo ha Buenos Aires ma krogas da ganañ evel pennkanerez en 1956, ha brud a dapas zoken o kanañ en italianeg Luna rosa hag Amena e core.
Kanet he deus Siboney, oberenn ar sonaozour kuban Ernesto Lecuona, ha pezhioù all deuet da vout klasel evel Moliendo café, Niebla del riachuelo, Malagueña (oberenn Ernesto Lecuona), Noche de ronda, Negra triste, Ochún, El manisero, Duerme negrita, Alma llanera, Mírame así, Mis noches sin ti, Nunca en domingo, Cenizas pe Angelitos negros.
Ouzhpenn 28 pladenn he deus graet, ha darn gant Bebo Valdés pe Ernesto Duarte Brito.