Moliendo café

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Moliendo café zo ur ganaouenn eus Venezuela, brudet dre ar bed a-bezh. Tabut zo bet diwar-benn piv e oa an oberour anezhi, pe Hugo Blanco pe e eontr Jose Manzo Perroni.

Hervez Hugo Blanco eo gantañ e voe savet en 1958, met dre ma ne oa ket major c'hoazh (ne oa nemet 17 vloaz), e c'houlennas digant e eontr enrollañ an oberenn evitañ er SACVEN (Sociedad de Autores y Compositores de Venezuela). Bloavezhioù goude e prosezas an eontr ouzh e niz, o lavarout eo eñ en doa savet ar ganaouenn, hag e oa bet laeret an ton gant e niz.

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • e 1962
  • Pladennoù Gloria Lasso