Pink Martini

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pink Martini e Kraozon, gant ar ganererz Storm Large.

Pink Martini' zo ul laz-seniñ stadunanat, daouzek soner ennañ en holl, eus Portland (Oregon), e gwalarn SUA, savet en 1994 gant ar pianoour Thomas M. Lauderdale. Kanet ha sonet e vez gante tonioù jazz pe sonerezh "latina", lounge, pe klasel. Div ganerez zo el laz: China Forbes ha Storm Large, ha kanañ a reont e meur a yezh ouzhpenn saozneg : alamaneg, galleg, italianeg, japaneg, portugaleg, spagnoleg, hag ivez arabeg, gresianeg, kroateg, naplezeg, sinaeg mandarin, roumaneg, armenianeg, turkeg. Alies e sonont gant lazoù-seniñ sumfonek bras, evel hini Portland.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

China Forbes en 2006

Kentañ albom Pink Martini a oa Sympathique en 1997, embannet gant Heinz Records (diwar anv ki Lauderdale), ha brudet e voe dre ar bed, ma c'honezas priz gall ar wellañ kanaouenn er Victoires de la Musique en 2000 abalamour d'ar ganaouenn c'hallek Je fume.

Deuet int bet da Vreizh ha kanet o deus e Kraozon e 2014.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]