Caterina Valente

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Caterina Valente e 1966.

Caterina Valente, ganet d'ar 14 a viz Genver 1931 e Pariz, a zo ur ganerez italian. Pladennoù he deus graet en un daouzek yezh, ha c'hwec'h a gomze mat. Brudet e voe en Alamagn dreist-holl.

Derou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He zud a oa arzourien italian bale-bro, eus Valvori, e proviñs Frosinone : he zad Giuseppe a oa ur fisarmonicista brudet, he mamm Maria a oa komedianez, sonerez ha korollerez.

Goude ar brezel e oa krog da ganañ jazz en ur seniñ gitar. En em gavout a ra gant Gilbert Bécaud, a glask dont da vezañ kaner.