Siboney (pobl)
Neuz
Ur pennad Siboney (kan) zo ivez.
Ar bobl Siboney, diwar ur ger arawak hag a dalv kement hag « ar re a vev e kevioù », a zo Amerindianed karib hag a veve en inizi Hispaniola ha Kuba.
D'ar mare ma teuas ar Spagnoled d'an Inizi, adal 1492, edo ar bobl Taino o kas ar re siboney kuit.
Siboney Kuba ha re Hispaniola a oa disheñvel o sevenadur; re Cuba a oa anvet Guanajatabey, ha komz a raent ur yezh arawak, disheñvel diouzh hini ar bobl taino.
Ur c'hantved goude ne chome hini ebet anezho ken.