Si tous les gars du monde
Si tous les gars du monde zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Christian-Jaque e 1955.
La mer et le ciel a oa kentañ titl ar film a oa dleet bezañ fiziet e Henri-Georges Clouzot da gentañ-penn.
Anv ur ganaouenn brudet a-walc'h eo ivez Si tous les gars du monde, bet savet ar gerioù anezhi gant Marcel Achard hag an ton gant Georges van Parys a-benn-kaer evit ar film.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Troioù-kaer
- Senario : Jacques Rémy, azasaet gant Henri-Georges Clouzot,
- Divizoù : Christian-Jaque, Henri-Georges Clouzot, Jacques Rémy, Jean Ferry ha Jérôme Géronimi,
- Kevredadoù produiñ : Les Films Ariane ha Cinétel (Pariz), Filmsonor,
- Rener produiñ : Francis Cosne,
- Rener ar skeudenniñ : Armand Thirard,
- Ijinour ar son : William Robert Sivel,
- Aozer ar sonerezh hag ar c'hanaouennoù orin : Georges van Parys,
- Kinklour : Robert Gys,
- Frammer : Jacques Desagneaux,
- Kenurzhier an efedoù arbennik : Nicolas Wilcke,
- Prantad filmañ : adalek an 21 a viz Mezheven betek ar 5 a viz Du 1955,
- Lec'hioù filmañ : Konk-Kerne (Penn-ar-Bed) evit an darvoudoù diavaez, studioioù Saint-Maurice (Val-de-Marne),
- Deiziad dont er-maez : 24 a viz C'hwevrer 1956,
- Padelezh : 113'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo al Lutèce, ur chaluter eus Konk-Kerne, e Mor an Hanternoz ha tra m'emañ an akipaj o pesketa eno e klañva an daouzek martolod anezhañ, hag int skoet gant un droug a hañval bezañ ar votulegezh. N'a ket radio ar bourzh en-dro ken ha, koulskoude, ar c'habiten Le Guellec en deus bet amzer a-walc'h da gas ur galv sikour war-bouez ur skingaser gwagennoù berr. Tapet eo ar gemennadenn gant ur radioamatour hag a zeuio a-benn da sevel ur chadenn gengred etrebroadel da gas louzeier d'ar vartoloded lakaet o buhez en arvar bras.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Louis Trintignant : Jean-Louis, ur radioamatour,
- André Valmy : ar c'habiten Le Guellec, mestr ar chaluter Lutèce,
- Hélène Perdrière : Christine Largeau,
- Jean Gaven : Jos, eilmestr al Lutèce,
- Marc Cassot : Marcel, unan e-touez martoloded al Lutèce,
- Georges Poujouly : Benj, mous al Lutèce,
- Yves Brainville : an aotrou doktor Jégou,
- Claude Sylvain : Totoche,
- Andrex : Lagarrigue, medisin e Togo,
- Doudou Babet : Mohammed, martolod norzhafrikan al Lutèce,
- Diana Bel : ostizez karr-nij Air France,
- Mimo Billi : Alberto,
- Jean Clarieux : Riri,
- Jean Daurand : Yves,
- Bernard Dhéran : Saint-Savin,
- Jacques Donot : ar c'homzour,
- Camille Fournier : mamm Benj,
- Gilbert Gil : implijad an ti-gar,
- Pierre Goutas : Yann,
- Gardy Granass : Herta, merc'h Karl,
- Charles Jarrell : Mitch,
- Bernadette Lange : an itron Le Guellec,
- Ebbe Moe : Olaf,
- Constantin Nepo : ar c'habiten rusian,
- Colette Ricard : degemererez burev an ditouroù,
- Marcel Rouzé : ur c'hontroller,
- Margaret Rung : an ostizez karr-nij polonat,
- Peter Walker : Johnny,
- Mathias Wieman : Karl, ur radioamatour eus München,
- Jacques Dhéry,
- Roger Dumas,
- Jean Francel,
- Pierre Latour,
- Henri Maïk,
- Jean Michaud,
- Jacques Sablon,
- Guy Saint-Clair,
- Georges Tourreil.