Sheppey
Enez Sheppey zo un enezenn war aod hanternoz kontelezh Kent, e Bro-Saoz, dirak aber an Davoez, 74 km diouzh kreiz Londrez, er reter. War-dro 93 km² eo he gorread ha 40 300 a dud zo o chom warni (hervez niveradeg 2011). An eil enezenn vrasañ eus Bro-Saoz eo, goude enez Wight. Emañ Sheppey e distrig Swale.
Dont a ra an anv Sheppey eus an hensaozneg : "Sceapige", a dalveze “enezenn an deñved”. Hiziv c’hoazh e vez desavet kalzig a zeñved war paludennoù an enezenn. Gwechall e oa rannet ar pezh a ya d’ober enez Sheppey hiziv e teir enezenn : Sheppey, Harty hag Elmley. Gant an amzer eo bet stanket ar brec’hioù-mor a oa etre an teir enezennig da ober un enezenn hepken.
Dispartiet eo Sheppey diouzh an douar-bras gant ur vrec’h-vor anvet the Swale. Gwechall e oa listri-treizh da vont d’an enezenn. Bremañ ez eus bet savet meur a bont.