Shalem

Eus Wikipedia

Shalem[1] (hebraeg : שָׁלֵם, Shalem ) a zo ur gêr meneget er Bibl. Gellout a ra an anv klotañ gant meur a lec'h. Kavet e vez ivez ar stumm Salem[2] (gresianeg Σαλήμ).

Meneget eo Shalem e Gn 14,18 "Ha Malki-Sedek, roue Shalem a zegasas bara ha gwin : hemañ a oa beleg an Doue Uhel".

Er Salm 76 (S 76,2) e lenner : " Emañ e Salem e deltenn, e chomlec'h e Sion !"[3] Mard eo memes kêr[4] e vefe un dave da Jeruzalem (kêr ar peoc'h) hag a vije bet kêr-benn Malki-Sedek.

Kavout a reer ur meneg eus ur gêr anvet Salim en Aviel Yann (Yn 3, 23) : "Edo Yann ivez o vadeziñ en Aenon, e-kichen Salim, rak kalz a zour a oa eno ; hag an dud a zeue da vezañ badezet."[5] Ha memes kêr eo ?

Un toullad kêrioù e Stadoù-Unanet Amerika a zo bet anvet Salem diwar ar Bibl.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh an Tanac'h gant An Tour-Tan, levrenn gentañ p 12
  2. Troidigezh ar Bibl Gwilh ar C'hoad, p 10 ha troidigezh an Testamant Nevez gant Maodez Glanndour, p 514 , Hebr 7, 1
  3. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 83
  4. La Bible de Jerusalem, cerf, embannadur 1998, p 955, notenn e)
  5. Troidigezh an Testamant Nevez gant Maodez Glanndour, Al Liamm, p 219