Sezinando Raimundo das Chagas Franco

Eus Wikipedia

Sezinando Raimundo das Chagas Franco, anavezet evel Chagas Franco (1878-1944) a oa ofiser en arme Portugal ha kelenner e Skolaj Arme Portugal. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e oa bet o vrezeliañ a-enep an Alamaned, diouzh tu Bro-C'hall. Da neuze en doa gwelet Breizh. Ha war-lerc'h ar brezel en doa divizet ober e annez en hor bro.

E 1921 en doa roet lañs d'ar c'helenn portugaleg e Skol-Veur Roazhon. D'ar mare-se ne veze ket kelennet yezh ha sevenadur Portugal e skolioù-meur ar Stad C'hall[1],[2], war-bouez en hini ar Sorbonne[3]. Digoret e oa bet ar gador-gelenn-se gant skoazell Louis Gérard-Varet, rektor Akademiezh Roazhon, ha Georges Dottin, a oa dean kevrenn al lizhiri er skol-veur, e darempred gant Burev Propaganda Portugal e Pariz, harpet gant Sebastião de Magalhães Lima, Ministr an Deskadurezh e Portugal.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A evolução da humanidade, meur a levrenn embannet etre 1900 ha 1932
  • Quadros da história de Portugal, embannet hag adembannet etre 1917 ha 2010
  • As sacrificadas (memorias duma madrinha de guerra), Lisbon, 1918
  • Les Gloires et les beautés du Portugal, Sociedade Propaganda de Portugal, Pariz, 1923
  • Virgile, Dante, Camoëns et l'expansion du génie latin, Champion, Pariz, 1924 ; adembannet gant Slatkine, Pariz, Geneva, 1970
  • Pela estrada sangrenta, Lisbon, bloavezhioù 1930
  • Les études portugaises en France, Lisbon, embannet etre 1940 ha 1948

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) La Bretagne, le Portugal, le Brésil, échanges et rapports – Actes du cinquantenaire de la création en Bretagne de l'enseignement du portugais, embannet e 1971 gant skolioù-meur Roazhon, Brest ha Naoned.
  2. département de portugais, Université de Rennes 2
  3. Met eno, en amzer-se, e veze kelennet portugaleg gant ur c'helenner spagnoleg ha ne voe krouet ar gador portugaleg nemet e 1936, s.o. (pt) Ensino de português na universidade em França celebre 100 anos.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]