Sevenadur Aurignac

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sevenadur Aurignac zo ur sevenadur ragistorel a zeroù Henoadvezh diwezhañ ar maen, oberiant etre 39 ha 28 000 blez avamañ. Klotaat a ra ar sevenadur-mañ get donedigezh an den modern (Homo sapiens) e Kreiz-Europa hag en Europa ar C’hornôg. Anavout a reer roudoù sevenadur Aurignac a-drugarez da vinvioù askorn ha da vinvioù maen piaouel.

Takad m'en em astennas sevenadur Aurignac

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet ez eus bet an anv « sevenadur Aurignac » e 1906 diàr henijinerezh ar vein mougev Aurignac (Haute-Garonne) bet furchet e 1860.

Hin hag endro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monet a reas an hin àr washaat a-hed ar prantad amzer a yeas a zeroù ar sevenadur Aurignac da zeroù sevenadur Gravette. Yenoc’h ha sec’hoc’h e taas da vout. Kavet e veze loened geotdebrer: mammouted, frikorneged gloanek, kirvi-erc'h, roñsed, ejoned, moreganed,… ha kigdebrerion: arzhed, kazheged bras, bleizi, bleizi-broc'hed,…

Takad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet ez eus bet elfennoù a sevenadur Aurignac e Sueuropa hag en Europa ar C’hornôg (hag en Altaï zoken).

Henijinerezh ar vein hag an askorn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-fet binvioù maen e kaver:

  • Lavnennoù bras distremenet en daou du : al lavnennoù aurignasian.
  • Pezhioù karennet niverus (kraverioù, engraverioù).

Savet ez eus bet begoù sagaeioù o diazoù faoutet get ivor pe get brankoù kirvi-erc’h.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo arz sevenadur Aurignac evit arz mougevel mougev Chauvet, koshañ roudoù taolennadurioù skeudennus. Setu ma soñj tud zo e oa tud sevenadur Aurignac (Homo sapiens kentañ en Europa) an arzourion gentañ. Neoazh, n’eus prouenn erbet n’o deus ket tud Neandertal (sevenadurioù Moustier ha Châtelperron) savet oberennoù arz e danvezioù kollidik. Arz ar ficherezh, anavet e sevenadur Châtelperron dija, zo bet diorret get tud sevenadur Aurignac : dent, kregin, ivor pe brankoù kirvi toullet. Meur a zelwenn, kizellet en ivor mammouted, a skeudenne tud pe loened, zo bet kavet. Unan ag ar re vrudetañ eo an “den leon”, kavet en Alamagn.

Martezeadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soñjal a reer peurliesañ e oa sevenadur Aurignac hani tud Cro-Magnon, da lâret Homo sapiens gentañ Europa. Bout e oa c’hoazh a dud Neandertal en Europa da vare sevenadur Aurignac, neoazh, liammet e veze tud Neandertal diwezhañ get ur sevenadur arall : hani Châtelperron. Dishañval mat eo an daou sevenadur an eil douzh egile ha n’eo ket ganet hani Aurignac (krouet ex-nihilo) diàr hani Châtelperron (ganet diàr sevenadur Moustier).