Den leon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An den leon zo un delwenn ivor mammout, 29,6 cm sav dezhi, kizellet 40 000 blez zo e-kerzh Henoadvezh diwezhañ ar maen (Sevenadur Aurignac). Skeudennet ez eus bet ur boud dezhañ korf un den ha penn ul leon. Koshañ skeudennadur loenheñvel eo ha koshañ kizelladur diarluniek eo.

Kavet eo bet an delwenn-mañ en Alamagn e 1939. Delwenn un den leon arall zo bet kavet nepell anezhi er Baden-Württemberg, hogen bihanoc'h eo an eil.

Löwenmensch, "an den leon" e mirdi Ulm.