Serge Voronoff

Eus Wikipedia
Serge Voronoff

Samuel Abramovitch Voronov, anavezetoc'h evel Serge Voronoff (en ruseg: Сергей Абрамович Воронов, Sergueï Abramovitch Voronov ; war-dro an 10 a viz Gouhere 1866 – 3 a viz Gwengolo 1951) a oa ur surjian gall a orin rus brudet dre ma imboude kelloù marmouzien war ar wazed p'edo o labourat e Bro-C'hall e bloavezhioù 1920 ha 1930. Gant an dro-vicher-se e teuas da vout brudet-bras ha pinvidik-mor. Oberataet gantañ e vije bet kalz a arzourien pe kalz a dud vrudet evel Gabriele D'Annunzio, Pierre Loti, Blaise Cendrars, Sacha Guitry, Mustafa Kemal. Goude ur pennad e voe gwelet evel ur filouter. Pa varvas en 1951 da 85 bloaz, e oa damankouaet ha gwall nebeud a gazetennoù a reas meneg eus an darvoud. En 1999 e voe kaoz zoken e oa deuet viruz ar SIDA, kavet e 1980, eus imboudoù Voronoff er bloavezhioù 1920.