Seretse Khama
Seretse Khama (1 a viz Gouere 1921 - 13 a viz Gouere 1980) a oa ur politikour eus Botswana ha prezidant kentañ ar vro adalek an dizalc'hiezh betek e varv.
Ganet e oa bet en unan eus ar familhoù roueel galloudusañ eus gwarezveliezh Bechuanaland (anv Botswana kent an dizalc'hiezh). D'an oad a bevar bloaz e teuas da vezañ kgosi (roue). E studioù a reas e Suafrika hag e Breizh-Veur. Eno e timezas gant ar saozez Ruth Williams. Dre ne oa ket gouarnamant Suafrika evit asantiñ gwelet ur c'houblad a-seurt se, berzet gant politikerezh an apartheid, o ren en tu all eus e harzoù, e voe goulennet groñs digant Breizh-Veur skarzhañ anezhe diouzh Bechuanaland. Asantet e voe gant ar Saozon ha kaset ar c'houblad en harlu da Londrez e 1951. E 1956 e voe aotreet Khama hag e wreg da zistreiñ da Vechuanaland goude m'en doa asantet dilezel e garg a roue.
E 1961 e krouas e strollad politikel (ar Botswana Democratic Party) hag e 1965 e teuas da vezañ ministr kentañ Bechuanaland a voe adanvet Botswana. Kas a reas neuze e vro war-zu an dizalc'hiezh hag a voe embannet d'an 30 a viz Gwengolo 1966, Seretse Khama o vezañ prezidant ar Stad nevez.
E-pad e brezidantelezh e savas ur steuñv ekonomikel diazezet war an ezporzhiañ kig bevin, kouevr ha diamantoù. Etre 1966 ha 1980 e voe Botswana ar vro a greskas hec'h ekonomiezh ar buanañ er bed.
Mervel a reas diwar krign-bev an ilgreiz e 1980.
Prezidanted Botswana |
||||
---|---|---|---|---|
|