Seretse Ian Khama

Eus Wikipedia
Ian Khama e 2007.

Seretse Ian Khama, ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1953 e Chertsey (Surrey, Bro-Saoz), zo ur soudard hag ur politikour botswanat dilennet da brezidant Botswana e miz Ebrel 2008. Mab eo da Seretse Khama, prezidant kentañ ar vro ha gwelet evel tad an dizalc'hiezh. Studiet en deus e Zimbabwe, Eswatini ha Suis. Un diplom en deus tapet en akademiezh soudardel Sandhurst (Rouantelezh-Unanet). Addilennet eo da brezidant gant ar Parlamant d'ar 26 a viz Here 2014.