Festus Mogae

Eus Wikipedia

Festus Mogae (ganet d'an 21 a viz Eost 1939) zo ur politikour eus Botswana, bet trede prezidant ar vro.

Studiet en deus ekonomiezh e Breizh-Veur a-raok distreiñ d'e vro ha labourat er Font Moneizel Etrebroadel hag e Bank Botswana. Besprezidant Botswana e voe etre 1992 ha 1998 ha, goude dilez Quett Masire, e voe anvet prezidant adalek ar 1 a viz Ebrel 1998. Dilennet e voe e 1999 hag addilennet e 2004. Reiñ a reas e zilez ha kuitaat e garg d'ar 1añ a viz Ebrel 2008.