Strollad Broadel Skos

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ur strollad politikel europat ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Logo an SNP

Ar Scottish National Party (Pàrtaidh Nàiseanta na h-Alba, "Strollad Broadel Skos") zo ur strollad politikel eus an tu-kleiz a glask gounit frankiz bro-Skos. An eil strollad pouezusañ er vro eo, pe a-wechoù an hini kreñvañ hervez ar votadegoù. Gant Plaid Cymru en deus liammoù kreñv ha kenlabourat a ra o c'hannaded e parlamant Westminster. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe ar Scottish National Party e 1934 dre unvaniezh an National Party of Scotland hag ar Scottish Party. E sez kentañ a c'hounezas e 1945 met nac'hañ a reas Robert McIntyre mont d'ar parlamant breizhveuriat ha koll a reas e sez tri miz diwezhatoc'h.Ur sez nevez a c'hounezas e 1967 pa voe dilennet Winnie Ewing da gannadez e pastell-vro Hamilton. Ur strollad pouezus e lakaas an dra-se ar SNP da zont da vezañ hag abeg aozadur ar C'hilbrandon Commission e voe. E zisoc'hoù gwellañ a c'hounezas e 1974 pa zegemeras war-dro 30 % eus ar mouezhioù. 11 kannad en doa bet neuze e parlamant Westminster.

Goude aozadur Parlamant Bro-Skos e 1999 e oa aet ar SNP d'ar strollad-eneberezh pennañ e Bro-Skos. Emañ bremañ o ren ar vro, abaoe 2007, pa oa aet ar maout gantañ er votadeg evit Parlamant Skos. E 2011 eo bet kreñvaet c'hoazh, p'en deus tapet 69 sez diwar 129 e Parlamant Skos, ha tost ur "chelem meur" en deus graet ar strollad da geñver votadegoù Parlamant ar Rouantelezh-Unanet e miz Mae 2015 gant 56 sez diwar 59.

D'ar 6 a viz Mae 2021 eo trec'h ar strollad en dilennadeg evit ar Parlamant.

Renerion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]