Alex Salmond
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Alex Salmond |
| Anv-bihan | Alexander, Elliot, Anderson |
| Anv-familh | Salmond |
| Moranv | Alex Salmond |
| Deiziad ganedigezh | 31 Kzu 1954 |
| Lec'h ganedigezh | Gleann Iucha |
| Deiziad ar marv | 12 Her 2024 |
| Lec'h ar marv | Ohrid |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Tad | Robert Salmond |
| Mamm | Mary Stewart Salmond |
| Pried | Moira Salmond |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | ekonomour, politiker, autobiographer |
| Bet war ar studi e | University of St Andrews, Linlithgow Academy |
| Honorific prefix | The Right Honourable |
| Lec'h labour | Londrez |
| Strollad politikel | Scottish National Party, Alba Party - Pàrtaidh Alba, 79 Group |
| Relijion pe kredenn | Church of Scotland |
| Ezel eus | 79 Group |
| Darvoud-alc'hwez | suspension from the House of Commons |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.alexsalmond.scot/ |

Alexander Elliot Anderson Salmond, anavezetoc'h evel Alex Salmond, zo ur politikour skosat dilennet e penn Strollad Broadel Skos etre 1990 ha 2000 hag adarre adalek miz Eost 2004 betek 2014, ha kentañ ministr Bro-Skos etre 2007 ha 2014.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Alex Salmond d'an 31 a viz Kerzu 1954 e Linlithgow, e-kichen Dinedin. Graet en doa e studioù e Skol-Veur Saint-Andrews, e-lec'h m'en doa bet diplomoù armerzh hag istor. Goude ur respet armerzhour e Royal Bank of Scotland e oa bet dilennet kannad e kambr Kumunioù ar Rouantelezh-Unanet.
Daoust ma veze kavet e oa re a-gleiz gant al lodenn vrasañ eus tud e strollad e voe lakaet e penn ar strollad e 1990. En amzer-se n'en doa an SNP nemet pevar depute er parlamant, met diwar neuze e tapas e strollad kaout muioc'h a vouezhioù.
E 1997 goude trec'h Strollad al Labour e Londrez e kabalas evit kaout ur Parlamant digreizennet. Ur soñj diaes a oa, peurgetket evit emsaverien daer e strollad; met un trec'h e voe a-benn ar fin pa votas tri Skosad diwar bevar evit ur parlamant digreizennet.
E 2000 e voe souezhet an dud pa zilezas e blas rener SNP. Displegañ a reas e oa poent neveziñ ar renerien pa oa bet dek vloaz e penn ar strollad.
Koulskoude e chomas e penn bodad parlamentel e strollad e Westminster. Eñ a oa a-enep ar brezel en Irak o tamalliñ da dTony Blair bezañ gaouiad.
Goude dilez John Swinney eus penn SNP e tiviz advont e penn ar strollad ha dilennet eo evit an eil gwech e 2004.
D'an 3 a viz Mae 2007 e oa bet dilennet da gannad da barlamant Skos evit pastell-votiñ Gordon, e norzh Aberdeen hag anvet eo da gentañ ministr Bro-Skos d'ar 16 a viz Mae 2007. Er bloaz 2012 e tiviz reiñ lañs d'ur referendom war dizalc'hiezh Bro-Skos, dalc'het d'an 18 a viz Gwengolo 2014. Ned a ket an tu kreñv gant ar "ya" er referendom-se, hag en deiz war-lerc'h e ro da c'houzout ne glask ket bezañ addilennet e penn an SNP e-kerzh ar C'hendalc'h eus ar strollad e miz Du 2014, hag e tilez e garg kentañ ministr Skos da heul. Kemeret eo e lec'h evit an daou bost-se gant Nicola Sturgeon.
