Schiltron

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Falanks Makedonia gant o goafoù hir.

Ur schiltron (skrivet ivez sheltron, sceld-trome, schiltrom, pe shiltron) zo un aozadur stank-ha-stank soudarded war un dachenn emgann. Gallout a reer keñveriañ an aozadur-se gant hini ar falanks henamzerel. Ar ger schiltron a chom stag gant istor milourel Bro-Skos hag an doare ma oa aozet an droadegiezh e stumm karrezioù gant goafoù e-pad brezelioù dieubidigezh Bro-Skos e fin an XIIIvet kantved ha penn kentañ ar XIVvet kantved.

Emgann Bannockburn, Robert the Bruce gant e soudarded. Trec'h e vo ar Skosiz dre un implij eus ar Schiltron

Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger a zo bet implijet evit ar wech kentañ er bloavezh 1000. Deveret eo eus gerioù hensaoznek scild-truma, a dalvez kement ha "soudarded-skoed"[1].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bosworth, Joseph; T. Northcote Toller (1898/1921), An Anglo-Saxon dictionary, p. 831