SÁM 66
Neuz
SÁM 66 (Stofnun Árna Magnússonar á Íslandi, "Savet gant Árna Magnússon en Island") zo ul levr islandat bet skrivet e 1765 gant Jakob Sigurðsson.
Bihan eo ment SÁM 66 (18,3 x 14,5 cm), ennañ 16 skeudenn diwar-benn mitologiezh Skandinavia ; damheñvel eo ouzh ur skrid islandat all a anver NKS 1847 4to, bet savet e 1760.
E Kopenhagen e Danmark e voe moullet en islandeg, daneg ha latin.[1]
An Edda e gwerzennoù eo danvez SÁM 66, diwar dornskrid Snorri Sturluson (1179-1241)bet savet e 1215.[1]
Miret eo al levr er Stofnun Árna Magnússonar í íslenskum fræðum (Ensavadur Árni Magnússon evit ar Studioù Islandat) e Reykjavík.
-
Golo
-
Odin, ha Baugi
o toullañ ur menez
-
Odin
-
Ar roue Gylfi gant Hárr, Jafnhárr ha Þriði
-
Loki
-
Thor ha Jörmungandr
an naer-vor -
Odin war e varc'h eizhtroadek Sleipnir