Mont d’an endalc’had

Ruth Law Oliver

Eus Wikipedia
Ruth Law Oliver

5 a viz Mae 1917
Ganedigezh Ruth Bancroft Law
21 Mae 1887
Lynn
Massachusetts Massachusetts
Marv 1añ Kerzu 1970
San Francisco
Kalifornia
Broadelezh  Stadunanat

Micher Levierez

Breved 12 Du 1912

Ruth Law Oliver, bet ganet d'an 21 a viz Mae 1887 e Lynn (Massachusetts) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Kerzu 1970 e San Francisco (Kalifornia), a voe unan eus diaraogerezed an nijerezh er bloavezhioù 1910.

Ganet e voe Ruth Bancroft Law, da Sarah Bancroft Breed hag he fried Frederick Henry Law.
He breur henañ e oa an harzlammer, faragoueller hag aktour Rodman Law (18851919)[1].

Pa oant bugale e veze atav Ruth hag he breur o taeañ an eil egile da ober sotonioù dañjerus evel pignat er wezenn uhelañ, lammat a-ziwar toenn ur c'hrañj pe mont a-c'haoliad war ar pennoù-chatal gouesañ[2].
E 1912, pan eas Rodman da harzlammer, ez eas Ruth diouzh he zu da c'houlenn kentelioù leviañ digant Orville Wright (18711948) ; nac'hañ a reas an nijer meur, pa soñje dezhañ ne veze ket tuet ar merc'hed gant ar mekanikoù – ar pezh a oa diwir evit a sell ouzh Ruth, evel p'en diskouezas meur a wech diwezhatoc'h. Ne voe ket diwarc'het Ruth avat : « An doare gwellañ da'm lakaat d'ober un dra bennak eo lavarout din n'on ket gouest », a skrivas-hi e 1921.[3] En diwezh ez asantas Wright da werzhañ un nijerez Wright Model B d'an danvez levierez, a glaskas ur monitour.
Daou anezho a gavas e Massachusetts, ha goude teir sizhunvezh stummadur e voe ar 5vet maouez brevedet en SUA d'an 12 a viz Du 1912, Diouzhtu e kemeras perzh e nijadegoù-diskouez.

Loopings
War-du al laez

War-du an traoñ
1916

Goude bezañ desket ober troioù-ouesk gant un nijerez en o diskouezas adalek 1915 e Daytona Beach (Florida) ; er bloaz-se e spontas he fried Charles Oliver pa gemennas bezañ e-sell da ober ul looping (tresañ ur c'helc'h a-serzh en oabl), ha div wech e teuas a-benn en taol-kentañ. Betek 1919 e tarempredas Daytona Beach, ma voe-hi ar vaouez kentañ o leviañ, o nijal diouzh noz hag o tozviñ un harzlammer. Eno e nijas tremen 900 gwech, ha he-unan e kempenne kefluskerioù he nijerezioù.

En nevezamzer 1916 ez emezelas en ur genstrivadeg uhelder ; div wech e voe en eil plas, a-dreñv gwazed – fuloret an tamm anezhi e tisklêrias Ruth Law Oliver bezañ mennet da dapout ur rekord hag a voe dreist kement nijer.

D'an 20 a viz Du 1916 e tapas Ruth Law rekord an nijadenn herrañ a-dreuz SUA adalek Chicago (Illinois) betek Hornell (New York), da lavarout eo 950km, he-unan war bourzh un nijerez Curtiss Model E Pusher[4].
Antronoz e nijas betek New York, ma voe berr an trelosk ganti a-us kêr ; plaviñ a reas, ha pradañ war Governors Island e beg Manhattan dirak ur c'habiten eus an US Army a gemmas boujiennoù ar Model E. D'an 2 a viz Kerzu e voe aozet koan en he enor, ma kejas ouzh Woodrow Wilson, 28vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Pan eas SUA tre er Brezel-bed kentañ e miz Ebrel 1917 e klaskas Ruth Law emezelañ evel levierez, met berzet e oa ar vicher d'ar merc'hed. Ker feuket e voe ma skrivas ur pennad anvet « Let Women Fly » ("Lezit ar merc'hed da nijal") er gelaouenn Air Travel.

Goude ar brezel e kendalc'has da dapout rekordoù. D'ar 7 a viz Mezheven 1919 ez eas rekord an uhelder, 3 962 m, gant Raymonde de Laroche e Bro-C'hall ; tri devezh diwezhatoc'h e pignas Ruth Law Oliver betek 4 481 m ; d'an 12 avat e tizhas Raymonde de Laroche 4 800 m.

E 1922 e voe souezhet-bras Ruth Law pa zeskas dre ar gazetenn e oa o vont da levierez war he leve, ha hi oadet 35 bloaz hepken ; skuizh e oa aet he fried gant he micher zañjerus, ha savet en devoa an embann evit he lakaat da baouez. Plegañ a reas, hag ober war-dro he liorzh e Los Angeles. E 1932 avat e c'houzañvas un diwaskadenn nervel, dre ziouer a nijadennoù hervezi.[3]

E 1948 ez eas dre an tren da Washington, D.C. da lidañ profidigezh o nijerez Kitty Hawk gant ar vreudeur Wright d'ar Smithsonian Institute.[3]

A-c'houde he marv d'ar 1añ a viz Du 1970 e San Francisco e voe beziet e Lynn, Massachusetts.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (en)
  2. Dixit o zad e 'The Wichita Daily Eagle, 02/11/1919]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) 'Smithsonian, 22/03/2017. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) {{cite web|url=https://fr.distance.to/Chicago,IL,USA/Hornell,NY,USA%7Ctitle=Kartenn]