Runoù
Ar runoù eo al lizherennoù a vez implijet el lizherennegoù runek. Implijet e oa ar re–mañ evit skrivañ ar yezhoù germanek a-raok na zigemerfent al lizherenneg latin. Tost a-walc’h eo al lizherennegoù runek an eil diouzh eben. Futhark pe fuþark a vez graet eus re Skandinavia. Henfuthak evit ar re goshañ ha Futhark diwezhañ adalek 9 vet kantved. Un anv a zeu diwar 6 lizherenn gentañ o lizherenneg F U þ A R ha K. Futhorc a vez graet eus al lizherenneg angl ha saoz. Emdroet e oa da heul ar cheñchamantoù a oa bet graet evit lakaat al lizherennoù-se da glotañ gant an Hensaozneg. Runoniezh pe runologiezh a vez graet eus studi al lizherennoù runek, an enskrivadurioù runek, ar mein engravet gant runoù, hag o istor. Ur rann eus ar yezhoniezh c’hermanek eo ar runoniezh.
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 150 vloaz kent J.K. e kaver roud eus ar runoù kentañ. Tamm ha tamm e voe kemeret o flas gant lizherennoù latin dre ma voe degemeret ar relijion gristen gant ar sevenadurioù a rae ganto, war dro 700 vloaz G.J.K. e-kreiz Europa ha war-dro 1100 vloaz G.J.K. en Hanternoz Europa. Kendalc'het e voe d'ober gant runoù en Hanternoz Europa e degouezhioù ispisial. Betek an 20 vet Kantved e voe implijet runoù evit kinklañ tier war ar maez e Bro Sveden, pe deiziaduriù runek. An teir lizherenneg runeg brudetañ eo ar Runoù Henfuthark (war-dro 150 betek 800 vloaz G.J.K.), ar Runoù Futhorc Angl-ha-Saoz (400 da 1100 G.J.K.) hag ar Runoù Futhark Diwezhañ (800-1100) Rannet eo ar Runoù Futhark Diwezhañ etre ar Runoù Skourr Hir (pe Danat met implijet e vezent ivez e Norweg ha Sveden), ar Runoù Skourr Berr pe Runoù Rök (Runoù Svedat-Norwegat a reer diouto ivez met implijet e vezent ivez e Bro Danmark.) hag ar Runoù Stavesyle pe Runoù Hälsinge. Diwezhatoc'h e kaver c'hoazh Runoù ar Grennamzer (1100 -1500) ha Runoù Damekarliat (1500 - 1800) Ne ouezer ket dre just eus pelec'h e teu al lizherenneg runek. Levezonet eo bet gant lizherennegoù all moarvat. Meur a lizherenn a gaver er Runoù Henfuthark a denn da lizherennoù latin. Tennañ a reont ivez ouzh al lizherennoù a veze implijet etre ar 5vet hag 1añ kantved K.J.K. en Hantenoz Italia.
An Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar lizherennegoù kozh Italia e oa bet ijinet ar runoù met n'eo ket sklaer diwar peseurt hini e oa er penn kentañ. N'eo ket sklaer kenebeut peseurt arouezioù zo bet ijinet penn da benn pe hag eñ ez eus diouto zoken. Sklaer eo koulskoude e oa bet ijinet ar runoù da heul an darempredoù sevenadurel etre ar pobloù Germanek ha re Italia. Mont a rae alies ar C'hermaned da c'hoprsoudarded en armeoù Roma etre ar 1añ kantved K.J.K. hag ar 5vet kantved G.J.K. Krouet e oa bet da vat ar Runoù Henfuthark e penn kentañ ar 5vet kantved evel ma tiskouez Maen Kylver. Alies a-walc'h e vez kredet eo diwar lizherenneg Raetek Bolzano e oa bet savet ar runoù. N'eus nemet 5 Run Henfuthark na adkaver ket e stumm pe stumm dindan lizherenneg Bolzano. Klaskerien Skandinavat 'zo a soñj dezho avat e vijent bet savet kentoc'h diwar al lizherenneg latin. Tud all a welfe o orin o tont diouzh lizherenneg Hanternoz Etruska dre ma kaver an anv germaneg Harigast skrivet gant lizherennoù etruskat ouzh tokarn Negau, ken kozh hag an Eil kanved K.J.K.
Hud ha diouganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Barzhonegoù hennorseg Hàvamàl e veneger e vefe gant ar runoù ar galloud da zegas un den marv da vev. En ur barzhoneg e teu ur strobinell hud gant an doue Odin.
|
|
Ar runoù enskrivet ouzh ar pezhioù kentañ bet kavet a roe anv an artizan, pe hini ar perc'henn. A-wechoù e chomont kevrinus avat. Diwar-se e c'heller soñjal e oa ouzhpenn un doare skrivañ eus ar runoù kentañ, arouezioù hud a vije bet diouto bet implijet e tilsamoù. Lod a lar e vijent bet implijet gant diouganerien. N'eus netra o prouiñ avat e vijent bet implijet en doare-se. An anv « run », kar d'ar ger keltiek « rin » a dalvez « kuzh », « kevrinus », « misterius »,. Ar wrizienn-mañ a gaver er ger Brezhoneg « kevrin ». An dra-mañ a rofe da grediñ e oa un implij kuzh gant ar runoù, pe da nebeutañ ne oant implijet nemet gant un nebeud tud desket. An diouer a ouiziegezh istorel war implij ar runoù n'eus ket miret ouzh skrivagnerien 'zo da adsevel doareoù diouganiñ diwar an nebeut fedoù a zo anavezet. Diazezet int kamm digamm war anvioù runoù adsavet ha levezonioù diavaez.
An implij er Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa emdroas an Henc'hermaneg evit reiñ yezhoù disheñvel e krogas da cheñch anvioù ar runoù hag ar sonioù e oant sañset treuzskrivañ. Pep sevenadur a grogas da sevel runoù nevez, da gemm o anvioù, pe da zilezel runoù 'zo a-benn klotañ gant emdroadur e yezh. Runoù a-ziforc'h evit treuzskrivañ diftongennoù a gaver er runoù futhorc Angl-ha-saoz da skouer. Souezhus-tre eo avat ne vije nemet 16 run er Futhark Diwezhañ pa oa 24 run en Henfuthark. E-kerz 600 vloaz e oa aet war binvidikaat niver ar fonemoù implijet er yezhoù Germaneg an Hanternoz koulskoude ha war un dro e oa aet war baouraat ar sinoù implijet evit treuzskrivañ ar yezhoù-se. Ar c'hensonennoù mouezhiet ha divouezh a zeuas da vezañ skrivet dindan arouezioù heñvel da skouer. Adalek ar bloaz 1110 e krogas da cheñch avat ha runoù nevez a voe savet er Grennamzer evit klotañ gant emdroadur fonemoù ar yezh. Lod eus ar c'havadennoù diwezhañ a oa ouzh monumantoù lec'h ma oa enskrivadurioù o reiñ ton d'ar re varv evitañ oberoù meur bet kaset da benn gante.E-pad pell e oa bet soñjet e oa pal pennañ ar runoù lezel enskrivadurioù war an ton bras ha miret e oa o implij evit tud a renk uhel er gevredigezh. Er bloavezhioù 1950 e vo adkavet 600 enskrivadur e Bergen, Enskrivadurioù Bryngen. Ouzh bizhier koad pe eskern e oant engravet alies hag aze e oa kavet skridoù buhez ar pemdez, pedennoù (e latin alies), kemennadennoù, lizhiri prevez, lizhiri aferioù, skridoù a-bep seurt, gerioù gros enno a-wechoù. Diwar-se e soñjer bremañ e veze implijet ar runoù war ar pemdez ha gant an holl dud, e-kerz ar c'hantvedoù diwezhañ da nebeutañ. E dibenn ar Grennamzer e veze implijet runoù ouzh deiziadurioù engravet ouzh tammoù koad e Bro Sveden pe Estonia. Mein, runoù engravet outo zo bet adkavet en Amerika an Hanternoz ivez met n'eo ket prouet da vat e vefent gwir roudoù bet lezet aze gant ar Vikinged e-kerz ar Grennamzer
Stummoù disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Runoù Henfuthark (Eil da 5vet kantved)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e oa an Henfuthark evit skrivañ an Henc'hermaneg. 24 run a oa a ranner etre tri strollad eizh. Pep strollad a vez graet ætt dioutañ (koskor). Ar skrid koshañ o tiskouez ar 24 run Henfuthark a zo bet engravet 400 bloaz G.J.K. ouzh maen Kylver e Gotland e Bro Sveden. Setu ar 24 run Henfuthark:
f | u | þ | a | r | k | g | w |
h | n | i | j | ï | p | z | s |
t | b | e | m | l | ŋ | o | d |
Un anv a oa gant pep run moarvat, dibabet e oa evit diskouez son ar run. Ne anavezer ket da vat anvioù ar runoù Henfuthark. Adsavet zo bet anvioù en Henc'hermaneg diazezet war anvioù runoù nevesoc'h bet adkaver e barzhonegoù pe anvioù lizherennoù o klotañ el lizherenneg Gotek. Setu amañ anvioù ar 24 run-se ar steredennig a ziskouez ne c'heller ket bezañ sur eus an anv.
þ *þurisaz :An doue Thor, ar ramz
a *ansuz :Unan eus an doueed Æsir
ï*ī(h)waz/*ei(h)waz : Gwezenn-Ivin
o *ōþila-/*ōþala- :Herezh, douaroù
Runoù Angl-ha-Saoz (5vet da 9vet kantved)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Astennet e voe bet al lizherenneg Futhorc da 29 run, 33 diwezhatoc'h zoken. Implijet e voent moarvat adalek ar Vvet kantved betek an 9 vet kantved. Meur a deorienn a gaver diwar-benn orin ar runoù Angl-ha-Saoz. Hervez unan anezho e vefent bet savet e Bro Friz ha kaset da Vro-Saoz da c'houde. Tud all a lar eo ar Vikinged o dije degaset ar runoù da Vro-Saoz, aze e vijent bet kemmet dindan runoù Futhorc ha kaset da Vro Friz goude-se. An div deorienn o deus poentoù gwan ha ret e vefe kavadennoù arkeologel nevez evit prouiñ hini pe hini.. Runoù Futhorc a zo bet kavet ouzh ur gontell eus an 9vet kantved bet adkavet er Stêr Tavoez e 1957, ouzh Kroaz Ruthwell e Bro Skos pe ouzh dornskridoù kozh (Codex Wien, barzhonegoù Otho B.).
Runoù Marc'homanek (8vet da 9vet kantved)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un oberenn anvet De Inventione Litterarum, bet adkavet ouzh dornskridoù eus an 8vet ha 9vet kantved o tont eus kreisteiz an Impalaeriezh Karolingat (Alemania, Bavaria) e kaver ur meskaj souezhus a runoù Henfuthark ha runoù Angl-ha-saoz. Sinet eo ar skrid dindan anv Hrabanus Maurus. Hervez an dornskrid e vije bet implijet ar runoù-se gant Marcomanni, quos nos Nordmannos vocamus, Evit-se ez eus bet graet Runoù Mac'homanek diouto. N'eus liamm ebet etrezo ha Rouantelezh germanat Marc'homania da vare ar Romaned avat. Soñjal a reer kentoc'h e vije bet klasket gant Gouizieien Karolingat diazezañ runoù evit an holl lizherennoù latin. Meneget eo bet ar runoù-se gant Wilhelm Grimm e 1821 (Ueber deutsche Runen, chapter 18, pp. 149–159).
Runoù Futhark Diwezhañ (9vet -11vet kantved)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Runoù Futhark Diwezhañ pe Futhark Skandinavia n'eus bet dalc'het nemet 16 run diwar ar 24 run a oa en Henfuthark. Klotañ a ra ar cheñchamant-se gant an Henc'hermaneg oc'h emdreiñ da Norseg. Kavet e vezont e Skandinavia hag en un nebeud trevadennoù Viking. Implijet eo bet ar runoù-se adalek an 9 vet kantved betek an 11vet kantved. Rannet int etre ar runoù skourr hir (Daneg) hag ar runoù skourr berr (Svedeg ha Norvegeg). Tabut a oa savet diwar an diforc'h etre an daou stumm runoù. Soñjet e vez bremañ peurvuiañ e tenne an difoc'h stummoù d'an implij a veze graet ganto. Ar runoù skourr hir a veze kizellet ouzh mein, ar re skourr berr a veze implijet war ar pemdez evit skridoù prevez pe kemennadennoù engravet ouzh koad.
Runoù ar Grennamzer (12vet -15vet kantved)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Astennet e voe lizherenneg Futhark Diwezhañ e kerz ar Grennamzer evit ma vefe adarre un arouez evit kement fonem a gaver er yezh Hennorseg. Pikoù a voe lakaet ouzh kensonennoù divouezh evit aroueziañ kensonennoù mouezhiet o klotañ ganto, pe ar c'hontroll, kensonennoù mouezhiet kemmet evit aroueziañ kensonennoù divouezh. Runoù nevez a voe ijinet ivez evit rentañ son ar bogalennoù. E-leizh a stummoù runoù disheñvel a gaver en enskrivadurioù ar Grennamzer ha lizherennoù zo evel S, C pe Z a veze implijet alies an eil e-lec'h ar re all. Implijet e voe runoù ar Grennamzer betek ar 15vet kantved. Ar pep brasañ eus an enskrivadurioù runek a gaver d'an deiz hiziv e Bro Norveg a zeu diouzh mare ar Grennamzer. Ar 600 enskrivadur bet kavet e Bergen er bloavezhioù 1950, bet meneget uheloc'h, a ziskouez e voe implijet ar runoù e-kichen ha kichen gant al lizherennoù latin e-pad meur a gantved. Lod eus ar runoù zo skrivet er yezh latin zoken.
Runoù Dalekarliat (16vet -19vet kantved)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Carl-Gustav Werner e veze kavet e rannvro Dalarna e Bro Sveden ur meskaj runoù ha lizherennoù latin. (Werner 2004,p 7). Runoù Dalekarliat a gaver adalek ar 16vet kantved hag implijet e voent betek an 20 vet kantved. N'eo ket sklaer hag eñ int bet implijet a-viskoazh pe hag eñ eo deut en-dro ar c'hiz e-kerz an 19vet pe an 20vet kantved diwar tud o dije desket ar runoù e levrioù. Implijet e oant dreist-holl evit skrivañ Elfdalieg, ur yezh skandinavek en arvar d'an deiz hiziv ha chomet tost tre diouzh an Hennorseg.
Implij a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Runoù el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet ar runoù el lennegezh evit klask diazezañ an istor en un doare “gwirion” en istor. Skrivagnerien evel J.R.R. Tolkien, Jules Verne, J.K. Rowling, pe Erik l'Homme o deus bet implijet runoù en o levrioù. Gant J.R.R. Tolkien e voent implijet kalzig e Bilbo an Hobbit da skouer evit skeudenniñ kartenn avanturioù Bilbo, en Aotrou ar Gwalennoù (Lord of the Rings) e kaver runoù ouzh bez Balin e Bro-Voria, ha titouroù e-leizh a gaver war o fenn e stagadennoù ar romant. Gant Runoù e ra Tolkien met saozneg a skriv ganto. Jules Vernes en deus bet graet gant runoù en e levr Beaj e kreiz an Douar. Kregiñ a ra an istor gant un dornskrid kozh e runoù lec'h ma kaver anv eus un toull kevrinus e Bro Island a gas war-zu kreiz an douar. Gant Jules Verne eo al latin avat zo implijet evit ar skrid e runoù. E daou levr e voe meneget ar runoù gant J.K. Rowling. Hermione Grandger unan eus tudennoù pennañ levrioù Harry Potter a studi ar runoù adalek he zrede bloavezh e skolaj Hogwarts. Er seizhvet levr e resev digant ar c'helenner Dumbledore aet da anaon, ur skouerenn e runoù eus The Tales of Beedle the Bard, (Konchennoù ar Barzh Bidel ) .Runoù hud a gaver meneget ivez e Le Livre des Etoiles un dastummad tri levr gant ar skrivagner evit ar re yaouank Erik L'homme. Er serienn skinwel Stargate SG-1 e vez implijet runoù evit skrivañ gant ar ouenn estren-douar Asgard.
Runoù ha Nazied
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O vezañ ma oant arouezioù germanek e voe implijet ar runoù gant an nazied. Diwar labourioù Guido von List e oa bet entanet an Nazied gant arouezelezh ar runoù. E rummad runoù a voe distaolet ganto diwezhatoc’h evit degemer ar Runoù Wiligut bet krouet gant runoniour ofisiel an Trede Reich Karl Maria Wiligut. Gant an Nazied e oa graet "Sig" eus ar run o talvezout da S. Ouzh ar walenn a veze douget gant izili an Nazied, an Totenkop Ring (Gwalenn ar Glopenn) e oa engravet meur a run. Daou run "Sig" (e-barzh pep a dric’horn), ur run 'Hagal' (e-barzh ur c’hwec’hkorn), ur run “svastika” (e-barzh ur c’harrez) hag ur run “doubl” (e-barzh ur c’helc’h). Arouezioù evel run Odal a gaver bremañ a-wechoù ouzh bannielloù neonazi e lec'h ar svastika.
Nevezpaganiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a stumm Nevezpaganiezh a gaver ha disheñvel e vez o orinoù, Lod diouto a ra gant runoù ha disheñvel e vez an implij a reont diouto. Ur plas a-bouez o deus ar runoù er Baganiezh c'hermanek dre vras hag implijet e vezont e meur a zoare, hag e degouezhioù disheñvel hervez ar strolladom nevezpagan. Lod a ya betek ijinañ posturennoù ha jiminaz germanek pa ra re all gant ar runoù evit o skridoù pe evit an hudouriezh.
Hudouriezh ha New Age
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tad an ezoteregezh e Bro Alamagn hag Aostria eo ar skrivagner Guido von List en 19vet ha deroù an 20vet kantved..Troet tre e oa gant ar gevrinegezh. E 1908 ez embannas al levr Das Geheimnis der Runen (Kevrinoù ar Runoù). Ennañ e kaver an 18 run Armanat. Diazezet int war ar runoù Futhark Diwezhañ. Hervez List e oant bet diskuliet dezhañ pa oa deut da vezañ dall pad ur prantad goude ma vije bet oberetet e zaoulagad diouzh ar c'hatarakt e 1902. Ur stêr ezoterek a vefe gant ar runoù ivez hervez Sigurd Agrell (1881-1937) bet kelenner e Skol-Veur Lund e Bro Sveden. Diazezet en doa teorienn Uthark e 1930. Hervezañ e vefe rineget pe enkriptet ar runoù hag ur stêr kuzh a vefe diskuliet en ur blasañ ar run kentañ F da ziwezhañ, alese an anv Uthark. Ne oa ket bet degemeret e deorienn gant bed ar studioù runek met berzh a reas e touez ar strolladoù ezoterek. Brud a gavas en-dro teorienn Agrell gant Keneth Meadows en e levr Rune Power e 1995. Adimplijet e voe gant ar skrivagner ezoterek svedat Thomas Karlson en e levr Uthark: Nightside of the Runes. Diazet en deus un Urzh Hudourien a ra diouto Ordo Draconis et Atri Adamantis pe Dragon Rouge. Levezonet en deus ar strolladoù sonerezh Heavy Metal Therion ha Shadowseeds. Strolladoù New Age a ra gant runoù a-wechoù ivez evit an diouganoù. Mesket e vezont a-wechoù gant kartennoù tarod.
Skritur war an Urzhiataer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lizherennegoù runek a zo degemeret gant an norm Unicode dindan ar bloc'had 16A0–16FF. 81 arouez zo etre tout, 75 lizherenn en o zouez. Un nebeud nodrezhioù (skriturioù) a zegemer an areouezioù-se, nodrezhoù doare krennamzer dreist-holl evel Cardo pe Junicode.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bammesberger, A and G. Waxenberger (eds), Das fuþark und Seine Einzelsprachlichen Weiterentwicklungen, Walter de Gruyter (2006), ISBN 3-11-019008-7.
- Blum, Ralph. (1932. The Book of Runes - A Handbook for the use of Ancient Oracle : The Viking Runes,Oracle Books, St. Martin's Press, New York, ISBN 0-312-00729-9.
- Brate, Erik (1922). Sveriges Runinskrifter, (online text in Swedish)
- Düwel, Klaus (2001). Runenkunde, Verlag J.B. Metzler (In German).
- Foote, P. G., and Wilson, D. M. (1970), p. 401. The Viking Achievement, Sidgwick & Jackson: London, UK, ISBN 0-283-97926-7
- Jacobsen, Lis (1941–42). Danmarks Runeindskrifter. Copenhagen : Ejnar Munksgaards Forlag.
- Looijenga, J. H. (1997). Runes Around the North Sea and on the Continent AD 150-700, dissertation, Groningen University.
- MacLeod, Mindy, and Mees, Bernard (2006). Runic Amulets and Magic Objects. Boydell Press: Woodbridge, UK; Rochester, NY, ISBN 1-84383-205-4.
- (2001) "A Tale of the Two Helmets: Negau A and B.". Journal of Indo-European Studies 29: 69–172
- McKinnell, John and Rudolf Simek, with Klaus Düwel (2004). Runes, Magic, and Religion: A Sourcebook. Wien: Fassbaender, ISBN 3-900538-81-6.
- Mees, Bernard (200). The North Etruscan Thesis of the Origin of the Runes. Arkiv for nordisk fililogi 115: 33–82.
- Odenstedt, Bengt (1990). On the Origin and Early History of the Runic Script, Uppsala, ISBN 91-85352-20-9.
- Page, Raymond I. (1999). An Introduction to English Runes, The Boydell Press, Woodbridge. ISBN 0-85115-946-X.
- Prosdocimi, A. L. (2003–4). Sulla Formazione Dell'alfabeto Runico. Promessa di Novità Documentali Forse Decisive. Archivio per l'Alto Adige. XCVII–XCVIII:427–440
- Robinson, Orrin W. (1992). Old English and its Closest Relatives: A Survey of the Earliest Germanic Languages Stanford University Press. ISBN 0-8047-1454-1
- Spurkland, Terje (2005). Norwegian Runes and Runic Inscriptions, Boydell Press. ISBN 1-84383-186-4
- Stoklund, M. (2003). The first runes - the literary language of the Germani in The Spoils of Victory - the North in the Shadow of the Roman Empire Nationalmuseet (?)
- Thorsson, Edred (1987). Runelore: a Handbook of Esoteric Runology. Samuel Weiser, Inc.. ISBN 0-87728-667-1.
- Werner, Carl-Gustav (2004). Patrom:PDFlink.
- (1996) "The Origin of the Runes". Amsterdamer Beiträge zur älteren Germanistik 45: 211–18
- Williams, Henrik (2004). The First Writing: Script Invention as History and Process. Cambridge University Press. 262–273 p. ISBN 0-521-83861-4.