Mont d’an endalc’had

Rully (Calvados)

Eus Wikipedia
Rully
An iliz.
An iliz.
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Vire
Kanton Condé-sur-Noireau
Kod kumun 14549
Kod post 14410
Maer
Amzer gefridi
Caroline Chanu
2014-2015
Etrekumuniezh Communauté de communes du canton de Vassy
Poblañsouriezh
Poblañs ann. (2020)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°49′29″N 0°42′52″W
Uhelderioù bihanañ 152 m — brasañ 242 m
Gorread 9,97 km²


Rully a oa ur gêriadenn hag ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

Bodet e oa gant 13 kumun all d'ar 1 a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Valdallière.

Rully, Reully e 1419[2] a seblant bout savet diwar an anv-den romanek Rullius hag an dibenn acum-acus[3].

XVIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fuzuilhet e voe ar person didou, J. Vallée e anv, dirak an iliz gant an dispac'hourion d'ar 4 a viz Gwenholon 1795

[4].

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944: mervel a reas ul leviour eus 414 Squadron ar Royal Canadian Air Force d'an 18 a viz Even pa gouezhas e nijerez Mustang P 51; douaret e voe gant an Alamaned en o bered e Rully ha beziet en-dro e Bretteville-sur-Laize[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Varzhin, XVIIIvet kantved[6]; merket eo 1782 ouzh ar porched, outañ un izel-vos o tiskouez Sant Varzhin o lodenniñ e vantell[7].
  • Maner La Sonnardière (dismantroù).
  • Chapel Notre-Dame de Consolation, e koun re varv ar Brezel-bed kentañ, gant daou vez soudard enni ha plakennoù ar re varv eus ar c'horn-bro[8].
  • Peulvanig al Letanant James A. Mackelvie, RCAF, er vered[5].

Emdroadur ar boblañs 1962-2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[9]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2014 2015 Caroline Chanu
1996 2014 Lucien Quillard digostezenn Labourer-douar war e leve
? 1996 Escaffre
1944 1953 Armand Chanu
Penn-kentañ an XIXvet kantved 1820? Guillaume Boivin de la Martinière
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Guillaume Boivin de la Martinière (1745-1820 e Rully), milour ha jeneral gall, bet maer ar gumun.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha dave

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Albert Dauzat ha Charles Rostaing, Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, Embannadurioù Larousse, Pariz, Bro-C'hall, 1963
  3. René Lepelley, Dictionnaire étymologique des noms de communes de Normandie, Embannadurioù Charles Corlet, Condé-sur-Noireau, Bro-C'hall, 1996, ISBN 2-95480-455-4, pajenn 213
  4. Histoire de Rully
  5. 5,0 ha5,1 Histoire de Rully
  6. Clochers de France
  7. Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajenn 79
  8. Clochers de France
  9. EBSSA