Mont d’an endalc’had

Rudi Dutschke

Eus Wikipedia
Rudi Dutschke
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTrede Reich, Republik Kevreadel Alamagn, Alamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRudi Dutschke Kemmañ
Anv ganedigezhAlfred Willi Rudolf Dutschke Kemmañ
Anv-bihanAlfred, Rudi, Willi Kemmañ
Anv-familhDutschke Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Meu 1940 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSchönefeld Kemmañ
Deiziad ar marv24 Kzu 1979 Kemmañ
Lec'h ar marvAarhus Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvbeuzadenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhSt. Annen-Kirchhof Kemmañ
TadAlfred Dutschke Kemmañ
MammElsbeth Dutschke Kemmañ
PriedGretchen Dutschke-Klotz Kemmañ
BugelHosea Dutschke, Polly-Nicole Dutschke, Rudi-Marek Dutschke Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, saozneg, daneg Kemmañ
Michersokiologour, politiker, skrivagner, kazetenner, industrial management assistant Kemmañ
ImplijerAarhus University Kemmañ
Bet war ar studi eAskanian Gymnasium, Free University Berlin, Clare Hall Kemmañ
Diplom skol-veurdoktorelezh Kemmañ
Strollad politikelBremen Green List Kemmañ
RelijionLuteriegezh Kemmañ
Kleñveddrougsant Kemmañ
Ezel eusSozialistischer Deutscher Studentenbund, Außerparlamentarische Opposition Kemmañ
Ideologiezh politikelMarksouriezh, Christian socialism, direct democracy, anti-Leninism Kemmañ

Rudi Dutschke (7 Meurzh 1940 – 24 Kerzu 1979) a oa ur stourmer politikel alaman.

Ganet e oa e 1940, pevare mab an tiegezh, e bro Brandenburg e Republik Demokratel Alamagn (DDR). Bet eo oberiant gant rummadoù yaouankiz Luckenwalde « relijiel-sokial » ar barrouz. Sportour barrek, pleustriñ a rae 10 sport bennak, mennet ma oa da vont da gazetenner sport. E 1956 ec'h emezelas d'ar yaouankiz dieub alaman(FDJ), un aozadur komunour.

Levezonet e oa bet gant emsavadeg Budapest e 1956. Dibabet en doa kemer tuadur ur sokialouriezh emren diouzh an URSS ha SUA.

Sevel a reas e 1957 a-enep kreskiñ nerzh soudardel ar gevredigezh reter-alaman. Nac'hañ a reas ober e goñje, hag ec'h erbedas reoù all d'ober kemend-all. Tremen a reas e Abitur (arnodenn fin al lise) e 1958. En abeg d'e oberoù enep-soudardel, ne voe ket lezet d'ober e studioù evel ma felle dezhañ war ar sport. Graet voe gantañ neuze ur stummadur kenwerzh en ur c'hevelerezh greantel e Luckenwalde.

Amzer a dremenas e Berlin ar C'hornôg, ma tremenas ur vachelouriezh stumm hini ar BRD (Republik Kevreadel Alamagn). Pennadoù sport a skrivas evit Bild-Zeitung. Just a-raok savidigezh ar voger e 1961, ez eas d'en em staliañ e Berlin ar C'hornôg ha studiañ ar sokiologiezh, ar brederouriezh hag an istor er Freie Universität Berlin (skol-veur dieub Berlin), ma chomas studier betek 1973 evit kaout un doktorelezh.

Kroget en doa da studiañ an drabedoniezh gant Martin Heidegger ha Jean-Paul Sartre, hogen dedennet e voe buan gant istor an emsav micherour hag ar varksouriezh. Lennet e voe gantañ kentañ skridoù Marx, oberennoù prederourien an istor marksour Georg Lukács hag Ernst Bloch, kement ha skridoù an deorienn gritik (Theodor W. Adorno, Max Horkheimer, Herbert Marcuse). Neoazh lenn a rae koulz skridoù teologel Karl Barth ha Paul Tillich. E sokialouriezh a oa damlevezonet gant ar gristeniezh ac'h emdroas d'ur sokialouriezh varksour.

Embanner eo bet eus ar gelaouenn Anschlag (a dalv pe skritell pe Gwalldaol) ma oa an enepkevalaouriezh an tem pennañ, gant kudennoù an trede-bed ha stummoù nevez aozañ ar geoded politikel.

Abalamour d'an tuadur « oberour, stourmer » e tremene e gelaouenn evit unan « anarkour », evit unvaniezh sokialour ar yaouankizoù alaman (SDS).

Savet e voe gant Dutschke ha Bernd Rabehl skourr Berlin ar Subversive Aktion e München, a oa etrevroadelour.

Meur a vanifestadeg a voe lusket gantañ adalek 1966 a-enep da reform ar skol-veur, a-enep d'ar c'henemglev CDU/ SPD, a-enep da lezennoù ar stad a zifrae hag a-enep d'ar brezel e Viêt Nam.

En o skridoù e klaskent lakaat ar gaoz war sujedoù kuzhet ha nagennet an amzer dremenet national-sokialour, ha neuze klask dispakañ ar sujedoù ha ne oant ket bet diazezet gant ar gevredigezh pe diazezet fall. Burutellañ a raent oberoù ar remmziad kent.

En em dermeniñ a raent evel un "enebiezh diavaez d'ar parlamant" (außerparlamentarische Opposition, APO).

Dimeziñ a reas e 1966 gant e wreg Gretchen Klotz. Prientiñ a reas ur c'hendalc'h a-enep da vrezel ar Viet Nam e Frankfurt am Main. Perzh a gemeras tudennoù an tuadur kleiz nevez evel Herbert Marcuse, Oskar Negt) gant tud eus an tu-kleiz hengounelour, maez eus an SPD (Franck Deppe, Wolfgang Abendroth).

E 1967 e voe lazhet ar studier Benno Ohnesorg e-kerzh ur vanifestadeg a-enep da Sha Iran, gant un archer eus Berlin ar c'hornôg, Karl-Heinz Kurras. Divezhatoc'h e voe kavet, e oa Karl ur spier a laboure evit ar Stasi reter-alaman.

Goulenn groñs a reas Dutschke hag e strollad ma vije tennet pennoù bras an archerien diwar o fost, rak hervezo e oant kiriek d'ar gwalldaol c'hoarvezet.

Gwalldaol miz Ebrel 1968 hag an heuliadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 11 a viz Ebrel, p’edo war-nes kuitaat burevioù an SDS e voe harzet Dutschke gant ar micherour Josef Bachmann, hag e voe tennet teir gwech warnañ. Chomet e oa bev hogen gant gloazioù grevus en empenn, oberataet e voe e-korf meur a eurvezh, met fallaet e oa e yec’hed dezhañ. Ur blakenn enor zo staliet bremañ er C’hurfürstendamm, e lec’h ar gwalldaol. Morse n’eo bet kavet betek-henn abegoù gwirion Bachmann ; kavet e oa bet ur skeudenn eus Dutschke warnañ, kement hag ur skouerenn eus ar gazetenn National-Zeitung, e-se e oa bet goulakaet e oa bet urzhiet an taol, gant an tu dehoù pellañ.

Kalz tud o doa klasket lakaat kablusted war chouk kazetennoù ar strollad Axel Springer, rener Bild-Zeitung (kazetenn ar vofed), a skrive kalzig war goust Dutschke hag ar manifestadegoù studierien. Galvet he doa Bild-Zeitung da gondaoniñ didruez oberioù ar studierien, ha prest e oant da flastrañ taer o emsavadegoù. Evit reaktiñ e voe aozet gant ar studierien manifestadegoù feuls e sez ar gazetenn, ha plantet tan eno hag er c’hirri-samm.

Ranket en doa Dutschke heuliañ un derapienn evit adkavout ar gomz hag ar memor. Goude ar prantad habaskaat ha yac’husaat e voe rediet da dec’hout gant e familh, da Iwerzhon da gavout repu eno. Neoazh gellet en doa distreiñ da Vro-Saoz e 1970 ha stagañ gant studioù e skol-veur Cambridge. Da Vro Danmark ez eas evit bezañ mestr prezegenner e skol-veur Aarhus.

Da seizh vloaz toull-bac’h e voe kondaonet Bachmann evit bezañ klasket muntrañ egile. Skrivet en doa Dutschke ul lizher dezhañ, evit klask kendrec’hiñ anezhañ d’ar mennozhioù sokialour, en aner. En emlazhet en doa Bachmann en toull e miz c’hwevrer 1970.

Bloavezhioù diwezhañ e vuhez klañvidik (1972-1979)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwalldorret e oa a-c'houde ar gwalldaol en doa e skoet, sed e treistveve, e studie, e prezegenne met ne oa ket ken kadarn ha herr ha ma doa bet a-gent.

Adalek 1972 e yeas Dutschke adarre da foetañ bro dre Alamagn kevreadel. Klask a rae stankaat ar c’hejadennoù gant sindikalourien ha demokrated, evel Gustav Heinemann, en doa da uhelvennad adunaniñ Alamagn, enepsoudardel.  D’ar 14 a viz Genver 1973 e reas ur brezegenn dirak arvesterien evit ar wech kentañ abaoe ar gwalldaol, e-doug ur vanifestadeg a-enep da vrezel ar Viêt Nam e Bonn.

En hevelep bloavezh en em gavas meur a wech e reter Berlin, ha saludiñ Wolf Biermann ma oa skoulmet liammoù a vignoniezh kenetrezo. Gant gwazourien an SED soviedel e yeas e darempred evel Robert Havemann ha diwezhatoc’h gant Rudolf Bahro.

1974 ec’h embannas e dezenn.

Ur brezegenn a reas evit lakaat ar gaoz war tem Soljenitsyn hag an tu-kleiz, ma embannas bezañ evit difenn gwirioù mab-den en Unaniezh Soviedel hag e broioù bloc’had ar Reter.

Adalek 1976 e voe ezel eus ar Burev Sokialour, ur strollad eus an tu-kleiz “nann dogmatek”, ganet diwar disparti an SDS. Er framm-se e stourmas evit lakaat sevel danvez ur strollad a vodfe an intruduoù “glas-alternativel” hag ar strolladoù eus an tu-kleiz, en ur skarzhañ ar stalinourien. Prezegenn e skol-veur Groningen en Izelvroioù, manifestadegoù evit an emsav enep-nukleel e Wyhl am Kaiserstuhl, Bonn ha Brokdorf.

En abeg ma oa bet kondaonet Bahro da eizh vloaz toull en DDR e tivizas Dutschke aozañ e miz Du 1978 ur c’hendalc’h kengred e Kornôg Berlin. War listenn ar re c’hlas e voe e Bremen e 1979, hag e kemeras perzh da vat er c’houlzad kabaliñ. Goude ma voe degemeret strollad ar re c’hlas e kuzul-kêr Bremen, e voe dilennet dileuriad ar re c’hlas, evit kendalc’h diazez ar strollad.

En em veuziñ a reas en e gibell da vare Nedeleg e 1979, gant ur stroñsadenn epilepsi, efedoù diwar ar gwalldaol. Beziet e voe d’an 3 a viz Genver 1980 e bered Santez Anna e Berlin-Dahlem. 6000 den a gemeras perzh el lid-kañv. Pevar miz war-lerc’h e c’hanas e vab, Rudi Marek.