Mont d’an endalc’had

Rubha Robhanais

Eus Wikipedia

Rubha Robhanais, (the) Butt of Lewis e saozneg, eo beg hanternosañ Enez Leòdhas, er Meurvor Atlantel, tost da Nis, en Inizi Gall e Bro-Skos.

Un tour-tan kozh zo, bet savet er bloavezhioù 1860 gant an ijinour David Stevenson, barradoù-avel bras a vez alies.

Un toull bras zo en tornaod er c'hornôg d'an tour-tan, anvet Sùil an Rubha, a weler eus machair Thaboist.

Eòrapaidh, war-hed 1.6 km alese er c'hreisteiz, eo ar gêriadenn dostañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]