Rot un Wiss (kan)
Neuz
Ur pennad Rot un Wiss zo ivez.
Rot un Wiss, pe Elsässisches Fahnenlied, eo anv kan broadel Elzas, a oa bet savet en alamaneg e 1911 gant Emil Woerth (1870-1926), ha dibabet er bloaz-se end-eeun gant Breujoù Elzas-Loren, en amzer ma oa Elzas en Impalaeriezh alaman (1871-1918). E 1918, goude ar brezel-bed kentañ, e voe staget Republik Elzas-Loren ouzh Bro-C'hall.
Savet eo ar c'han diwar-benn ar banniel Rot un Wiss, dibabet ivez gant ar Breujoù.
Tad-kozh d'ar politikour gall Éric Woerth eo an oberour.