Rose Leslie

Eus Wikipedia
Rose Leslie
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhRose Eleanor Arbuthnot-Leslie Kemmañ
Anv-bihanRose, Eleanor Kemmañ
Anv-familhLeslie, Arbuthnot-Leslie, Harington Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 C'hwe 1987 Kemmañ
Lec'h ganedigezhObair Dheathain Kemmañ
TadSebastian Arbuthnot-Leslie Kemmañ
MammCandida Weld Kemmañ
Breur pe c'hoarWilliam Arbuthnot-Leslie, Sophia Arbuthnot-Leslie, John Arbuthnot-Leslie, Portia Arbuthnot-Leslie Kemmañ
PriedKit Harington Kemmañ
FamilhClan Leslie Kemmañ
Yezh vammsaozneg Breizh-Veur Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Breizh-Veur Kemmañ
Micheraktour, aktour sinema, aktour c'hoariva, brientin Kemmañ
Tachenn labouracting Kemmañ
Bet war ar studi eLondon Academy of Music and Dramatic Art, Millfield, International School of France Kemmañ
Lec'h annezLickleyhead Castle, Battersea, East Anglia, Londrez, Old Rayne Kemmañ
Lec'h labourBro-Skos Kemmañ
Deroù ar prantad labour2008 Kemmañ
Statud sokialnobility Kemmañ
Liv ar blevblev ruz Kemmañ
Tachenndrama fiction, romant polis, documentary film Kemmañ
Dedennet gantkeginañ Kemmañ
Rose Leslie e 2013

Rose Eleanor Arbuthnot-Leslie, bet ganet d'an 9 a viz C'hwevrer 1987 en Obar Dheathain, zo un aktourez skosat. E 2009 e krogas gant ar vicher, er film New Town evit ar skinwel.
Brud bras a c'hounezas dre he roll er stirad Game of Thrones adalek 2011, ma c'hoarias Ygritte. Gwelet a reer anezhi ivez er filmoù Now is Good (2012) ha The Last Witch Hunter.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rose Leslie a voe ganet en Obar Dheathain ha desavet betek he 10vet bloaz e Lickleylead Castle en Auchleven m'eo bet he ziegezh o vevañ e-pad pemp kantved. Merc'h eo da Sebastian Artuthnot-Leslie, penn Klann Leslie, hag e wreg Candida Mary Sybil Weld eus Klann Fraser ; trede bugel diwar pemp en tiegezh eo Rose.
Goude bezañ bet skoliataet e Raon (Old Rayne) ez eas da skol Millfield e Street (Somerset) ma studias ar c'hoariva. Goude pemp bloavezh eno ez eas d'al London Academy of Music an Dramatic Art (LAMDA) e Londrez, ma voe diplomet gant enorioù e 2008.

D'an 23 a viz Even 2018 e timezas gant an aktour Kit Harington, a zo bet an dudenn Jon Snow e Game of Thrones.

Respet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ roll a-vicher tapet gant Rose Leslie goude he diplom el LAMDA e voe en ur stirad teulfilmoù evit ar skinwel, Banged Up Abroad (2008). E 2009 e voe gwelet er skinwel adarre, pa c'hoarias e New Town ; ur BAFTA skosat a voe deroet dezhi : Gwellañ c'hoarierez ha Donezon nevez.
E 2010 e c'hoarias Rose Leslie an dudenn Gwen Dawson er stirad breizhveuriat Dowton Abbey e-pad seizh pennad a-raok c'hoari er pezh Dedlam er Globe Theatre e Londrez.
Bloaz goude, e 2011, e tistroas d'ar skinwel gant ar stirad Case Histories ma voe Laura Wyre e-pad daou bennad. E 2012 e voe Lena Holgate e The Ghost Position, eil pennad ar stirad Vera ; en hevelep bloavezh e c'hoarias Ygritte en eil koulzad Game of Thrones.

Rolloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Titl Roll Sevener(ez)
2012 Now Is Good Fiona Ol Parker
2014 Honeymoon Bea Leigh Janiak
2015 The Last Witch Hunter Chloe Breck Eisner
2016 The Last Dance[1] Athena Amanda Sharp
Morgan Doktor Amy Menser Luke Scott

Skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Titl Roll Chadenn Evezhiadennoù
2008 Banged Up Abroad Kim Channel 5 (UK) Pennad : Lima
2009 New Town Rhian BBC Fim hir evit ar skinwel
2010 & 2015 Downton Abbey Gwen Dawson ITV 8 pennad
2011 Case Histories Laura Wyre BBC 2 bennad
2012 Vera Lena Holgate ITV Pennad : The Ghost Position
2012–2014 Game of Thrones Ygritte HBO 17 pennad
2014 Blandings Niagra Donaldson BBC One Pennad : Custody of the Pumpkin
Utopia Young Milner Channel 4 Pennad niv. 2.1
The Great Fire Sarah Farriner ITV 4 fennad
2015 Luther DS Emma Lane BBC One 2 bennad
2016 Revolting Rhymes Red Riding Hood[2] (mouezh hepken) BBC One 2 bennad
2017 – bremañ The Good Fight Maia Rindell CBS All Access Penntudenn ; war skignañ c'hoazh (2019)
2019 Saturday Night Live Rose Leslie NBC Pennad : Kit Harington / Sara Bareilles"

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Titl Lec'h Sevener(ez)
2005–2015 Mixed Up North Troiad
Wilton's Music Hall
Octagon Theatre, Bolton
Max Stafford-Clark
Romeo and Juliet Love & Madness Company John Link
Can-Can London Academy of Music and Dramatic Art Anne Durham
Pericles, Prince of Tyre Rodney Cottier
Les Femmes Savantes Jenny Lipman
The Caucasian Chalk Circle Troiad
Out of Joint Theatre Company
MacOwan Theatre
John Baxter
Breaking Barriers in Burnley Out of Joint Theatre Company Robin Soans & Max Stafford-Clark
Uncle Vanya London Academy of Music and Dramatic Art Colin Cook
Antigone (Sofokles) Mark Bell
The Children's Monologues Royal Court Theatre Danny Boyle
Bedlam Globe Theatre Nell Leyshon

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sticky Notes en SUA.
  2. Dave da Little Red Riding Hood, a zo Kabellig Ruz.