Roje an Tailhanter

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Roje an Tailhanter pe Roger Le Taillanter genidik eus Aodoù-an-Arvor ha mab da labourerien-douar. Bet komiser polis ha da c'houde saver romantoù polis. Marvet eo d'an 12 Here 2005 da 80 vloaz er Roc'hell e Bro-C'hall, da-heul ur c'hrign-bev eus ar skevent.

Bet eo Roje an Tailhanter komiser prefeti polis Pariz, e penn ar quai des orfèvres e lec'h ma oa karget da stourm a-enep d'an dorfedouriezh vras. E 1975 e oa distro da Vreizh e penn polis justis Roazhon gant ur gefridi resis : lakaat un termen da walldaolioù an FLB. Lakaet e voe e di da darzhañ e Ploueg-ar-Mor gant an talbenn e miz Mae 1979. Daou vloaz goude ez aio war e leve ha stagañ a raio gant ur vicher nevez : saver romantoù polis e galleg. Berzh bras a reas en e vicher nevez hag enoret e voe gant ar priz Quai des Orfèvres just a-walc'h.

Oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les derniers seigneurs de la pègre, Julliard (1985)
  • Dans l'enfer du minitel rose, Fallois (1989)
  • Commissaire Jobic, Fallois (1991)
  • Maison du Nord, Plon (1999)
  • 36, quai des orfèvres, Grancher(2001)
  • Le noyé de Porz Kuriuz, Jean Picollec (2004)