Roger Salengro
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv-bihan | Roger ![]() |
Anv-familh | Salengro ![]() |
Deiziad ganedigezh | 30 Mae 1890 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Lille ![]() |
Deiziad ar marv | 18 Du 1936 ![]() |
Lec'h ar marv | Lille ![]() |
Doare mervel | emlazh ![]() |
Abeg ar marv | asfeksiezh ![]() |
Lec'h douaridigezh | cimetière de l’Est ![]() |
Yezh vamm | galleg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | politiker ![]() |
Karg | kannad gall, maer Lille, Minister of the Interior of France, maer Lille ![]() |
Bet war ar studi e | University of Lille ![]() |
Lec'h labour | Pariz ![]() |
Strollad politikel | SFIO ![]() |
Brezel | Brezel-bed kentañ ![]() |
Ezel eus | Ligue française pour la défense des droits de l’homme et du citoyen ![]() |

Roger Salengro, ganet d'an 30 a viz Mae 1890 ha marvet d'an 18 a viz Du 1936, a oa ur politkiour sokialour gall. Kannad eus Norzh ar Frañs ha maer Lille, deuet e voe da vezañ maodiern ar surentez evit ar gouarnamant Blum e 1936. Emlazhañ a ra e miz Du ar bloavezh-se, goude bezañ bet louset gant ur c'hampagn tagañ o tiskleriañ e vefe bet dizertour e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.
An Afer Salengro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek an hañv 1936, Roger Salengro a voe gouzañver d'ur c'hampagn feuls a-berzh ar c'heleier, enaouet gant kazetennoù an tu dehoù pellañ. Ar pal a voe d'en em veñjiñ diouzh e obererezhioù a-enep ar c'hevreadoù (lezenn war disolvañs ar c'hevreadoù, mennad evit broadelat ar c'hazetennoù eus an tu dehoù pellañ).
Krog eo an afer d'ar 14 a viz Gouhere 1936 gant kazetenn Charles Maurras, an Action française, hag a embann ur pennad hep sinadur o tiskleriañe oa ur vezh da welet Roger Salengro o vont war bez ar soudard dianav. Ar c'hampagn a zo adkemeret gant e benn enebour kuzul-kêr Lille e kambr an deputeed, Henri Becquart, adalek ar 14 a viz Gouhere 1936.
D'an 21 a viz Eost 1936, ar gazetenn broadelour Gringoire a embann ur pennad o zegas ar goulenn « Perak Roger Salengro, maodiern ar surentez, en d'eus dizertet d'ar 7 a viz Here 1915 ? » An tamalladur-se a oa bet graet dija, e 1923, gant ar Strollad Komunour Gall.
An Action française a adkemer an tamall en ur reiñ un nerzh brasoc'h dezhañ c'hoazh.