Mont d’an endalc’had

Action Française

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Action française)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
"Vive le Roi", pegsun an Action Française e Pariz.

L'Action Française (berraet e AF) zo ur skol prederouriezh kement hag ul luskad broadelour ha roueelour gall. Oberiant e voe dreist-holl e-pad hanterenn gentañ an XXvet kantved. An Action Française a oa bet savet e 1898 gant Henri Vaugeois ha Maurice Pujo. Ar pal a oa nevesaat mennozhioù al luskadoù broadelour er vro. Da gentañ holl e oa al luskad-se unan broadelour republikan hag enep Dreyfus, goustadik ez eas war-zu ar roueelouriezh dindan levezon Charles Maurras hag e vennozh eus ar vroadelouriezh hollek (nationalisme intégral). Pa voe Maurras yen e keñver ar relijion, lakaet e voe diaes an izili pa voe tamallet gant ar Pab al luskad bezañ enep ar gristeniezh e 1926. Drouksellet e voe o oberiantizoù muioc’h-muiañ, betek an Eil Brezel-bed ma voent kavet, Charles Maurras ha Maurice Pujo, o fennadurezhioù, kablus bezañ bet a-du gant gouarnamant Pétain ha arv lezennoù enepyuzev.

L’Action française a-raok 1918

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Ebrel 1898 e voe savet ur C'hengor evit an Ober gall (Comité d’Action française) gat pevarc den ha ne brizie ket ma sav an "Union pour l’Action morale » a-du gant difenn ar c’habiten Albert Dreyfus. Enno e voe unanet Henri Vaugeois, Maurice Pujo, ar c’horonal de Villebois-Mareuil hag ur ofiser war e leve, Caplain-Cortambert. E diwezh 1898 e soNnjont sevel ul luskad brasoc’h, Unvaniezh evit an Ober gall (Union pour l’Action française) e anv. E Ebrel 1899 e reas Henri Vaugeois, ur brezegenn war « L’Action française) Evel-se e teu da vezañ an AF, ul luskad gant mennozhioù enep-reveulzier, enep-republikan hag enep-hiniennel gant ul lodenn araoker. Brudet eo buan dre an tagadennoù lies a-enep ar pezh a vez galvet gant an izili ar « Stadoù er Stad  ». Feuls eo an doare da embann e soñjoù gant an AF dreist-holl a-fed enepyuzevegezh.
Gant harp Maurice Barrès ha Charles Maurras e voe embannet ar ‘’Revue d’Action française’’ e miz Eost 1899.

Goude an Eil Brezel-bed, bountet gant Pierre Boutang, kendalc'her Charles Maurras, al luskad a lak a-gostez an enepyuzevegezh « a Stad ». Adal ar mare-se ez eo dreist-holl ur stourm evit ar vonarkiezh mod-kozh, enep-parlamantel ha digreizennet.

Ar gazetenn l'Action Fraçaise, 3 a viz Du 1923

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Robert Havard de La Montagne, Histoire de l'Action française, Éd. Amiot-Dumont, coll. Archives d'Histoire contemporaine, Paris, 1950, 251 p.
  • René Rémond, L'Action française , Les Droites en France, Éd. Aubier-Montaigne, collection historique, 1982, p. 169-180.
  • Pierre Boutang, Maurras, la destinée et l’œuvre, Éd. La Différence, 1994, 693 p.
  • Paul Renard, L'Action française et la vie littéraire (1931-1944), Presses universitaires du Septentrion, coll. « Perspectives », 2003.
  • Olivier Dard, Charles Maurras : le maître et l'action, Paris, Armand Colin, coll. « Nouvelles biographies historiques », 2013, 352 p. (ISBN 978-2-200-24347-0),.
  • Olivier Dard, Charles Maurras, le nationaliste intégral, EKHD, 2019.
  • Stephen Wilson, « La France et l'étranger : aspects du nationalisme de l'Action française », Revue d'histoire moderne et contemporaine, Paris, Armand Colin, levrenn XX,‎ juillet-septembre 1973, p. 464-479.
  • Raoul Girardet, Le Nationalisme francais : anthologie : 1871-1914, Paris, Éditions du Seuil, coll. « Points Histoire », 1983, 275 p. (ISBN 978-2-02-006570-2 et 2-02006570-3).
  • Eugen Weber, L'Action française, Paris, Hachette Littérature, coll. « Pluriel », 14 février 1990, 665 p. (ISBN 978-2-01-016210-7 et 2-01016210-2).
  • Victor Nguyen, Aux origines de l'Action française. Intelligence et politique à l'aube du XXe siècle, Paris, Fayard, 1991.
  • Michel Winock, Histoire de l’extrême-droite en France, Paris, Seuil, coll. « Points Histoire », 2 novembre 1994, 324 p. (ISBN 978-2-02-023200-5 et 2-02023200-6).
  • Ariane Chebel d'Appollonia, L'extrême-droite en France, Bruxelles, Éd. Complexe, coll. « Historiques », 1996 (réimpr. 1999), 520 p. (ISBN 978-2-87027-764-5 et 2-87027764-4, lire en ligne [archive]).

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]