Roje an Tailhanter
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Roger |
Deiziad ganedigezh | 18 C'hwe 1925 |
Lec'h ganedigezh | 14th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 12 Her 2005 |
Lec'h ar marv | Ar Roc'hell |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | skrivagner |
Tachenn labour | creative and professional writing, detective novel |
Prizioù resevet | Prix du Quai des Orfèvres |
Roje an Tailhanter pe Roger Le Taillanter genidik eus Ar Menez (Aodoù-an-Arvor) ha mab da labourerien-douar, ganet e 1925. Bet komiser polis ha da c'houde saver romantoù polis. Marvet eo d'an 12 Here 2005 da 80 vloaz er Roc'hell e Bro-C'hall, da-heul ur c'hrign-bev eus ar skevent.
Bet eo Roje an Tailhanter komiser prefeti polis Pariz, e penn ar quai des orfèvres e lec'h ma oa karget da stourm a-enep d'an dorfedouriezh vras. E 1975 e oa distro da Vreizh e penn polis justis Roazhon gant ur gefridi resis : lakaat un termen da walldaolioù an FLB. Lakaet e voe e di da darzhañ e Ploueg-ar-Mor gant an talbenn e miz Mae 1979. Daou vloaz goude ez aio war e leve ha stagañ a raio gant ur vicher nevez : saver romantoù polis e galleg. Berzh bras a reas en e vicher nevez hag enoret e voe gant ar priz Quai des Orfèvres just a-walc'h.
Oberoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les derniers seigneurs de la pègre, Julliard (1985)
- Dans l'enfer du minitel rose, Fallois (1989)
- Commissaire Jobic, Fallois (1991)
- Maison du Nord, Plon (1999)
- 36, quai des orfèvres, Grancher(2001)
- Le noyé de Porz Kuriuz, Jean Picollec (2004)